ha na lavarit ket ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.
Galated 3:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha mar d-oc’h da Grist, ez oc’h lignez Abraham hag an heritourien hervez ar bromesa. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha mar d’oc’h d’ar C’hrist, neuze ez oc’h lignez Abraham, hag an heritourien hervez ar bromessa. |
ha na lavarit ket ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.
Ha mar d-omp bugale, ez omp ivez heritourien, heritourien da Zoue ha kenheritourien gant Krist, mar gouzañvomp koulskoude gantañ evit ma resevimp ivez gloar gantañ.
met pep hini en e renk e-unan. Krist a zo ar frouezh kentañ, ha goude ar re a zo da Grist d’e zonedigezh.
Sellout a rit ouzh an diavaez. Mar d-eus unan bennak hag a gred ennañ e-unan ez eo da Grist, ra gredo eta ivez ennañ e-unan penaos, evel ma’z eo-eñ da Grist, ni ivez a zo da Grist.
Hogen ar promesaoù a zo bet graet da Abraham ha d’e lignez. N’eo ket lavaret: D’e lignezoù, evel pa vije bet meur a hini, met evel pa vije unan hepken: Ha da’z lignez, da lavarout eo Krist.
Rak mar deufe an hêrezh dre al lezenn, ne vefe ken dre ar bromesa. Met Doue en deus e roet da Abraham dre ar bromesa.
N’eus ken na Yuzev na Gresian, n’eus ken na sklavour na den frank, n’eus ken na gwaz na gwreg, rak holl emaoc’h unan e Jezuz-Krist.
Hogen e lavaran penaos keit ha ma’z eo an heritour bugel, n’eo disheñvel e netra diouzh ur sklavour, petra bennak ma’z eo mestr a bep tra,
Dre-se n’out ken ur sklavour met ur mab, ha mar d-out ur mab, ez out ivez heritour da Zoue dre Grist.
Ar re a zo da Grist o deus kroazstaget ar c’hig gant e youloù drouk hag e c’hoantegezhioù.
Evit ar re holl a heulio ar reolenn-se, ra vo ar peoc’h hag an drugarez warno ha war Israel Doue!
da c’houzout eo penaos ar baganed a zo kenheritourien, a reont un hevelep korf hag a gemeront lod en e bromesa e Krist dre an Aviel,
evit, o vezañ reishaet dre e c’hras, ma vijemp heritourien hervez esperañs ar vuhez peurbadus.
Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?
Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c’hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc’h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz.
Dre-se Doue, o c’hoantaat diskouez gwelloc’h c’hoazh da heritourien ar bromesa digemm e vennad, a reas gant ul le,
Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n’en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d’ar re a gar anezhañ?