Galated 3:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned c’hwi-holl hag a zo bet badezet e Krist, hoc’h eus gwisket Krist warnoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag kement hini ac’hanoc’h a zo bet badezet er C’hrist, hen deuz gwisket ar C’hrist. |
Laouenaat kalz a rin en AOTROU, va ene a drido em Doue, rak va gwisket en deus gant dilhad ar silvidigezh, ha va goloet gant mantell ar reizhder, evel ma en em fich ur pried gant e gurunenn, hag en em gempenn ur plac'h nevez gant he bravigoù.
Met an tad a lavaras d’e vevelien: Degasit ar sae gaerañ hag he gwiskit dezhañ, lakait ur walenn ouzh e viz ha botoù en e dreid.
Pa voe bet badezet gant he zud, e reas ar goulenn-mañ: Ma hoc’h eus kavet ac’hanon feal d’an Aotrou, deuit em zi ha chomit ennañ. Hag hol lakaas d’ober evel-se.
Pêr a lavaras dezho: Ho pet keuz, ha ra vo pep hini ac’hanoc’h badezet en anv Jezuz-Krist evit ar pardon eus ho pec’hedoù. Hag e resevot donezon ar Spered-Santel.
rak ne oa ket c’hoazh diskennet war hini anezho, badezet e oant bet hepken en anv an Aotrou Jezuz.
Kerkent e kouezhas evel skant eus e zaoulagad hag ec’h adkavas ar gweled. Neuze e savas hag e voe badezet.
reizhder Doue dre ar feiz eus Jezuz-Krist, evit ar re holl ha war ar re holl a gred. Rak n’eus diforc’h ebet,
Badezet omp bet holl en ur Spered hepken evit bezañ ur c’horf hepken, pe Yuzevien, pe Gresianed, pe sklavourien, pe tud frank, hag holl hon eus bet douraet en ur Spered hepken.
ha da wiskañ an den nevez, krouet heñvel ouzh Doue, er reizhder hag e santelezh ar wirionez.
hag o vezañ gwisket an den nevez a zo nevesaet en anaoudegezh, hervez skeudenn e Grouer.
Hag ar skeudenn a gement-se, ar vadeziant, nann an hini a lam kuit saotroù ar c’horf met ar c’hoant start eus ur goustiañs vat dirak Doue, a zeu d’hor saveteiñ bremañ dre adsavidigezh Jezuz-Krist a varv.