Galated 3:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-se al lezenn a zo bet hor rener en deus hon degaset da Grist, evit ma vijemp reishaet dre ar feiz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Evel‐se al lezen a zo bet hon rener evit hor c’has beteg ar C’hrist, evit ma vijemp justifiet dre ar feiz. |
Petra a lavarimp eta? Penaos ar baganed na glaskent ket ar reizhder, o deus kavet ur reizhder, ar reizhder a zo dre ar feiz,
Pa ho pefe zoken dek mil mestr e Krist, n’ho pefe ket meur a dad, rak me eo an hini en deus ganet ac’hanoc’h e Jezuz-Krist dre an Aviel.
oc’h anavezout n’eo ket reishaet an den dre oberoù al lezenn met dre ar feiz eus Jezuz-Krist, hon eus hon-unan kredet e Jezuz-Krist, evit bezañ reishaet dre ar feiz e Krist ha nann dre oberoù al lezenn, rak kig ebet ne vo reishaet dre oberoù al lezenn.