E anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ.
Filipiz 4:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned A-hend-all, breudeur, kement a zo gwirion, kement a zo onest, kement a zo reizh, kement a zo glan, kement a zo karantezus, kement a zo a vrud vat, hag a zo ennañ ur vertuz bennak hag a zo dellezek a veuleudi, ra zalc’ho an holl draoù-se en ho soñjoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) A‐hend‐all, breudeur, ravezo occupet ho sperejou gant kement a zo gwir, kement a zo honest, kement a zo just, kement a zo pur, kement a zo dign a garantez, kement a zo a vrud vad, hag a zo enhan eur vertuz‐benag, hag a zo dign a veuleudi; ra vezo occupet ho sperejou gant an holl draou‐ze. |
E anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ.
Saül ha Jonatan, hegarat ha plijus en o buhez, n'int ket bet disrannet en o marv. Skañvoc'h e oant eget an erered, ha nerzhusoc'h eget al leoned.
Doue Israel en deus lavaret, Roc'h Israel en deus komzet drezon: An hini a ren e-touez an dud gant reizhder, an hini a ren gant doujañs-Doue,
Ar valañs faos a zo un euzhusted evit an AOTROU, met ar pouez reizh a zo plijus dezhañ.
Ur vaouez vertuzius a zo kurunenn hec'h ozhac'h, met an hini a ra vezh a zo evel breinadur en e eskern.
Ar valañs hag ar skeuliad leal a zeu eus an AOTROU, hag holl bouezioù ar sac'hig a zo e oberenn.
E staon a zo leun a zouster, ha kement a zo ennañ a zo karantezus. Evel-se eo va muiañ-karet, evel-se eo va mignon, merc'hed Jeruzalem!
Kas a rejont d’e gavout o diskibien gant an herodianed, da lavarout dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha penaos e kelennez hent Doue hervez ar wirionez, hep ober van eus den ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud.
rak Herodez a zouje Yann, oc’h anavezout penaos e oa un den reizh ha santel. Prederius e oa en e geñver, ober a rae zoken kalz a draoù eus e alioù hag en selaoue gant plijadur.
Hag e lavaras dezho: Evidoc’h-c’hwi, a fell deoc’h tremen evit reizh dirak an dud, met Doue a anavez ho kalonoù. Rak ar pezh a zo uhel dirak an dud a zo fall bras dirak Doue.
Setu, e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon. An den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel hag ar Spered-Santel a oa warnañ.
An hini a gomz anezhañ e-unan a glask e c’hloar e-unan, met an hini a glask gloar an hini en deus e gaset, a zo gwirion, ha n’eus ket a zireizhder ennañ.
Lavarout a rejont dezhañ: Korneli, kantener, den reizh hag a zoujañs Doue, a vez roet testeni mat dezhañ gant holl vroad ar Yuzevien, a zo bet kemennet a-berzh Doue gant un ael santel da’z kerc’hat d’e di ha da glevout ar pezh a lavari dezhañ.
Un den anvet Ananiaz, un den a zoujañs Doue hervez al lezenn, a voe roet dezhañ un testeni mat gant an holl Yuzevien a chome eno,
Dibabit eta, breudeur, seizh den en ho touez a zo roet testeni mat anezho, tud leun eus ar Spered-Santel hag a furnez, evit ma roimp dezho ar garg-se.
Kerzhomp gant onestiz evel ma reer en deiz, ha nann en diroll hag er vezventi, en hudurniezh hag er c’hadaliezh, en tabutoù hag er gwarizioù.
Rak ar pennoù n’emaint ket da vezañ doujet pa reer oberoù mat, met hepken pa reer reoù fall. Ha te a fell dit bezañ hep aon dirak ar galloud? Gra ar mad hag e vi meulet gantañ.
met eus an diabarzh eo e vezer Yuzev, hag an amdroc’h a zo hini ar galon, hervez ar spered ha nann hervez al lizherenn. E veuleudi ne zeu ket eus an dud, met eus Doue.
Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c’halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.
Met e pedan Doue na reot droug ebet, nann evit ma seblantfemp bezañ kavet mat, met evit ma reot ar pezh a zo dereat d’ober, ha pa dlefemp bezañ evel diveulet hon-unan.
e-kreiz ar gloar hag an dismegañs, e-kreiz ar vrud fall hag ar vrud vat, o vezañ kemeret evel tromplerien ha ni gwirion koulskoude,
Kaset hon eus gantañ ar breur a zo skuilhet e veuleudi en holl Ilizoù er pezh a sell ouzh an Aviel,
Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,
Dre-se, o vezañ kaset kuit ar gaou, ra gomzo pep hini ac’hanoc’h hervez ar wirionez d’e nesañ, rak izili omp an eil d’egile.
Dalc’hit start eta, ho tivgroazell gourizet gant ar wirionez, gwiskit sae-houarn ar reizhder,
Heuliañ a ri gant evezh ar reizhder, evit ma vevi ha ma perc'henni ar vro a ro dit an AOTROU da Zoue.
A-hend-all, va breudeur, en em laouenait en Aotrou. Ne skuizhan ket o skrivañ deoc’h an hevelep traoù, hag evidoc’h kement-se eo ho surentez.
evit ma en em renot gant onestiz e-keñver ar re a-ziavaez ha ma n’ho po ezhomm eus tra ebet.
evit ar rouaned hag evit ar re holl a zo e kargoù uhel, evit ma c’hellimp ren ur vuhez peoc’hius ha sioul e pep doujañs-Doue hag e pep onestiz.
Ra ne zisprizo den da yaouankiz, met bez ur skouer d’ar gredourien, dre ar ger, dre ar gundu, dre ar garantez, dre ar spered, dre ar feiz, dre ar c’hlanded.
he defe an testeni eus hec’h oberoù mat, an hini da vezañ savet he bugale, da vezañ degemeret an estrenien, gwalc’het o zreid d’ar sent, sikouret ar re c’hlac’haret, en em roet da beb seurt oberennoù mat.
a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.
ro da-unan en holl draoù skouer an oberoù mat, er gelennadurezh, er burentez, er siriusted, en onestiz,
Pedit evidomp, rak e kredomp kaout ur goustiañs vat, o c’hoantaat en em gunduiñ mat en holl draoù.
Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniñ an emzivaded hag an intañvezed en o glac’har, hag en em virout diouzh saotroù ar bed.
Ar furnez eus an nec’h a zo da gentañ glan, goude peoc’hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.
O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan,
oc’h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc’h oberoù mat e-lec’h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien.
Dreist-holl, ho pet an eil evit egile ur garantez birvidik, rak ar garantez a c’holoio un niver bras a bec’hedoù.
Re garet-mat, setu dija an eilvet lizher a skrivan deoc’h. En eil hag en egile e talc’han ho skiant yac’hus dihun dre alioù,
Va bugale vihan, na garomp ket gant komzoù ha gant an teod, met en oberoù hag e gwirionez.
Piv bennak en deus an esperañs-se ennañ en em c’hlana e-unan, evel ma’z eo glan e-unan.
Re garet-mat, na gredit ket da bep spered, met amprouit ar speredoù evit gouzout hag int a zo a-berzh Doue, rak meur a fals-profed a zo deuet er bed.
Ha bremañ va merc'h, na'z pez ket aon, ober a rin evidout kement a lavari din, rak holl zorojoù va fobl a oar ez out ur vaouez vertuzius.