Hag e lavarjont dezho: Kit, debrit kig lart hag evit traoù dous, kasit lodennoù d'ar re n'o deus aozet netra, rak an deiz-mañ a zo santelaet d'hon Aotrou; na vezit ket eta glac'haret, rak levenez an AOTROU eo ho nerzh.
Filipiz 4:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha peoc’h Doue, o trec’hiñ an holl glevidigezh, a viro ho kalonoù hag ho soñjoù e Jezuz-Krist. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) pehini a dremen peb ententamant, a ziwallo ho calonou hag ho sonjezonou en Jesus‐Christ. |
Hag e lavarjont dezho: Kit, debrit kig lart hag evit traoù dous, kasit lodennoù d'ar re n'o deus aozet netra, rak an deiz-mañ a zo santelaet d'hon Aotrou; na vezit ket eta glac'haret, rak levenez an AOTROU eo ho nerzh.
Ma ro ehan, piv a gondaono? Ma kuzh e zremm, piv a sello outañ? E-keñver ur bobl pe e-keñver un den, evel-se e ra,
Pa gerzhi, e renint ac'hanout; pa c'hourvezi, ez tiwallint; pa zihuni, e komzint ouzhit.
Me a stumm ar sklêrijenn, me a grou an deñvalijenn, me a ra an eurvad, me a grou ar gwalleur, me an AOTROU a ra kement-se.
O! Ma vijes evezhiek ouzh va gourc'hemennoù! Da beoc'h a vije evel ur stêr, ha da reizhder evel gwagennoù ar mor,
Ha goude bezañ roet ar gevrat-prenañ da Varuk mab Nerija, e pedis an AOTROU o lavarout:
Setu e roin dezhi ar yec'hed hag ar pare, o fareañ a rin, dizoleiñ a rin dezho ur fonnusted a beoc'h hag a wirionez.
evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv hag evit ren hor c’hammedoù en hent ar peoc’h.
Gloar da Zoue el lec’hioù uhel meurbet! Peoc’h war an douar, bolontez vat e-keñver an dud!
Lezel a ran ganeoc’h ar peoc’h, reiñ a ran deoc’h va feoc’h. Ne roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet.
Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc’h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec’het ar bed.
d’an holl dud karet-mat gant Doue a zo e Rom, galvet da vezañ santelaet: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
rak rouantelezh Doue n’emañ ket an debriñ pe an evañ, met reizhder, peoc’h ha levenez er Spered-Santel.
Ra zeuio Doue an esperañs d’ho leuniañ eta a bep seurt levenez ha peoc’h er feiz, evit ma kreskot en esperañs dre c’halloud ar Spered-Santel.
O vezañ eta reishaet dre ar feiz, hon eus ar peoc’h gant Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist,
evit distrujañ an arguzennoù ha pep uhelder en em sav a-enep anaoudegezh Doue, hag evit degas pep soñj dalc’het da sentidigezh ouzh Krist,
A-hend-all, breudeur, en em laouenait, klaskit bezañ peurvat, en em frealzit, bezit en un hevelep soñj, bevit e peoc’h, hag an Doue a garantez hag a beoc’h a vo ganeoc’h.
Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,
hag anavezout karantez Krist, a zo dreist pep gouiziegezh, evit ma viot leuniet gant holl leunder Doue.
Paol ha Timote, servijerien Jezuz-Krist, d’an holl sent e Jezuz-Krist a zo e Filipi, d’an eskibien ha d’an diagoned:
Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
Va Doue a bourvezo d’hoc’h holl ezhommoù hervez e binvidigezh ha gant gloar e Jezuz-Krist.
Ar pezh hoc’h eus desket, resevet, klevet diganin, hag ar pezh hoc’h eus gwelet ennon, grit an traoù-se, hag an Doue a beoc’h a vo ganeoc’h.
Ha ra reno peoc’h Doue en ho kalonoù, galvet oc’h bet dezhañ evit bezañ ur c’horf hepken, ha bezit anaoudek.
Ra roio an Aotrou a beoc’h e-unan ar peoc’h deoc’h e pep amzer hag e pep doare! Ra vo an Aotrou ganeoc’h holl!
An Doue a beoc’h, hag en deus degaset en-dro a-douez ar re varv mesaer bras an deñved dre wad an emglev peurbadus, hon Aotrou Jezuz,
Jud, servijer Jezuz-Krist ha breur Jakez, d’ar re a zo bet galvet e Doue an Tad, a zo bet santelaet hag a zo bet miret evit Jezuz-Krist:
Yann, d’ar seizh Iliz a zo en Azia: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh an hini a zo hag a oa hag a zeu, hag a-berzh ar seizh spered a zo dirak e dron,
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho e roin da zebriñ eus ar mann kuzhet hag e roin dezhañ ur maen gwenn, ha war ar maen-se e vo skrivet un anv nevez n’eo anavezet gant den, nemet gant an hini a resev anezhañ.