Raktal, evel ma o doe lakaet anezho er-maez, unan a lavaras: Savete da vuhez, na sell ket war da lerc'h ha na zale e lec'h ebet eus ar blaenenn. En em savete war ar menez, gant aon na vefes kollet.
Filipiz 3:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met an traoù-se hag a oa din ur gounid, em eus o sellet evel ur c’holl abalamour da Grist. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes an traou‐ze holl, pere a oa eur gounid evidoun, em euz ho c’honsideret evel eur c’holl, abalamour d’ar C’hrist. |
Raktal, evel ma o doe lakaet anezho er-maez, unan a lavaras: Savete da vuhez, na sell ket war da lerc'h ha na zale e lec'h ebet eus ar blaenenn. En em savete war ar menez, gant aon na vefes kollet.
Satan a respontas d'an AOTROU o lavarout: Kroc'hen evit kroc'hen! Kement en deus un den a rofe evit e vuhez.
ur mare evit klask hag ur mare evit lezel da goll, ur mare evit mirout hag ur mare evit teurel kuit,
Rak petra a dalvfe da un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene? Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene?
Mar deu unan bennak da’m c’havout ha ne gasa ket e dad, e vamm, e wreg, e vugale, e vreudeur, e c’hoarezed, ha muioc’h c’hoazh e vuhez hec’h-unan, ne c’hell ket bezañ va diskibl.
Evel-se, piv bennak ac’hanoc’h na zilez ket kement en deus, ne c’hell ket bezañ va diskibl.
Ar mestr a veulas ar merour disleal-se abalamour m’en doe graet-se gant furnez. Rak bugale ar c’hantved-mañ a zo furoc’h eget bugale ar sklêrijenn e-keñver o rummad o-unan.
o priziañ mezhegezh Krist evel ur binvidigezh brasoc’h eget teñzorioù Bro Ejipt, rak gwelout a rae ar gopr.