Ho pet an hevelep soñjoù etrezoc’h. Na glaskit ket an traoù uhel, met tremenit gant an traoù izel. Na vezit ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan.
Filipiz 3:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Koulskoude, el lec’h ma’z omp erruet, kerzhomp hervez an hevelep reolenn ha dalc’homp an hevelep soñjoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Koulskoude er poent m’az omp erruet, kerzomp hervez ar memeus reglen, ha dalc’homp ar memeus santimanchou. |
Ho pet an hevelep soñjoù etrezoc’h. Na glaskit ket an traoù uhel, met tremenit gant an traoù izel. Na vezit ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan.
Ra roio deoc’h an Doue a basianted hag a frealz da gaout an hevelep santadoù etrezoc’h hervez skouer Jezuz-Krist,
Evit ar re holl a heulio ar reolenn-se, ra vo ar peoc’h hag an drugarez warno ha war Israel Doue!
Lakait evezh hepken d’en em ren en un doare dellezek eus Aviel Krist, evit, pe e teuin d’ho kwelout pe e vin ezvezant, ma klevin lavarout ac’hanoc’h e talc’hit start en un hevelep spered da stourm gant un hevelep ene evit feiz an Aviel,
leugnit va levenez, en ur vezañ a-unan etrezoc’h, en ur gaout an hevelep karantez, an hevelep ene, an hevelep soñjoù.
Az pez soñj eta eus ar pezh ac’h eus resevet ha klevet, mir anezhañ hag az pez keuz. Ma ne veilhez ket, dont a rin da’z kavout evel ul laer, ha ne ouezi ket da bet eur e teuin da’z kavout.