Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel.
Filipiz 2:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned o vezañ e stumm Doue, n’en deus ket sellet evel ur preizh da dapout bezañ par da Zoue, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) pehini o veza en doare eun Doue, n’hen deuz ket klasket evel eur preiz da dapout, beza par da Zoue; |
Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel.
Tremen a raio war Juda, o tic'hlannañ hag o veuziñ, tapout a raio betek ar gouzoug. Hec'h eskell astennet a leunio da vro a-bezh, o Emanuel!
Kreskiñ e c'halloud, reiñ ur peoc'h diziwezh da dron David ha d'e rouantelezh, evit en startaat hag en harpañ er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremañ ha da viken, gred AOTROU an armeoù a raio kement-se.
En deizioù-se e vo salvet Juda, hag Israel a vo o chom e surentez, ha setu an anv ma vo galvet: An AOTROU hor reizhder.
Ha te, Betlehem Efrata, bihan e-touez milieroù Juda, ac'hanout eo e teuio din an hini a zle bezañ penn en Israel, an hini a zeu eus an amzerioù kentañ, a-dal an deizioù a-holl-viskoazh.
Kleze, dihun a-enep va mêsaer, a-enep an den a zo kar din, eme AOTROU an armeoù, sko gant ar mêsaer, hag an deñved a vo stlabezet, hag e troin va dorn a-enep ar re vihan.
Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.
Den n’en deus biskoazh gwelet Doue. Ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus e roet da anavezout.
Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N’eo ket evit un ober mat e veinataomp ac’hanout, met evit ur gwallgomz: rak n’out nemet un den, hag en em rez Doue.
Met mar o gran, ha pa ne gredfec’h ket ac’hanon, kredit da’m oberoù, evit ma’c’h anavezot ha ma kredot ez eo an Tad ennon hag ez on ennañ.
Klevet hoc’h eus em eus lavaret deoc’h: Mont a ran kuit hag e tistroan davedoc’h. Mar karfec’h ac’hanon, ho pefe levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad, rak va Zad a zo brasoc’h egedon.
Jezuz a lavaras dezhañ: Keid-all a zo abaoe ma’z on ganeoc’h, ha ne’c’h eus ket va anavezet, Filip? An hini en deus va gwelet en deus gwelet an Tad. Penaos e lavarez: Diskouez deomp an Tad?
Bremañ, Tad, ro gloar din ennout da-unan, eus ar gloar-se am boa ennout a-raok ma voe graet ar bed.
Dre-se ar Yuzevien a glaskas c’hoazh muioc’h e lakaat d’ar marv, nann hepken dre ma torre ar sabad, met c’hoazh abalamour ma c’halve Doue e Dad e-unan, oc’h en em ober e-unan kevatal da Zoue.
evit ma’c’h enoro an holl ar Mab, evel ma’c’h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab n’enor ket an Tad en deus e gaset.
a zo deuet eus lignez an tadoù, ha diouto eo deuet Krist hervez ar c’hig, an hini a zo Doue dreist an holl draoù, benniget da virviken. Amen.
evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c’hlevidigezh gant doue ar c’hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue.
Rak anavezout a rit gras an Aotrou Jezuz-Krist, hag eñ pinvidik, a zo en em c’hraet paour evidoc’h, evit ma vefec’h rentet pinvidik dre e baourentez.
Da Roue ar c’hantvedoù, divarvel, diwelus, da Zoue fur hepken, ra vo enor ha gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.
Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.
o c’hortoz an esperañs benniget hag emziskouez gloar hon Doue bras ha Salver Jezuz-Krist,
Hemañ a zo splannder skedus e c’hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc’hel a ra an holl draoù dre e c’her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c’hlanidigezh eus hor pec’hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d’ar Veurdez doueel el lec’hioù uhel meurbet.
Hag adarre, pa zegas er bed ar c’hentañ-ganet, e lavar: Ra azeulo holl aeled Doue anezhañ.
Met diwar-benn ar Mab, e lavar: O Doue! Da dron a chomo e kantvedoù ar c’hantvedoù, gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder,
Lavarout a reas din: Graet eo. Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh. D’an hini en deus sec’hed, e roin evit netra eus mammenn an dour a vuhez.