Hag e komzfen eveldoc'h, ma vefec'h em lec'h? Ha berniañ a rafen komzoù a-enep deoc'h? Hag hejañ a rafen va fenn warnoc'h?
Filipiz 1:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Darn a brezeg Krist gant ur mennozh a dabut ha nann gant glanded, o krediñ kreskiñ va glac’har em ereoù, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Darn a brezeg ar C’hrist gant ar c’hoant da gontesti, heb lealded, o sonjal creski va foan em liammou; |
Hag e komzfen eveldoc'h, ma vefec'h em lec'h? Ha berniañ a rafen komzoù a-enep deoc'h? Hag hejañ a rafen va fenn warnoc'h?
Ar reuzeudig en deus gwir da druez e vignon, zoken pa en defe dilezet doujañs an Holl-C'halloudeg.
Mar gran kement-se a galon vat, em bo ar gopr, met mar gran en desped din, em eus resevet ar garg d’henn ober.
Rak ne falsomp ket ger Doue evel ma henn gra kalz, met e komzomp evel gant gwirionded, evel a-berzh Doue, e Krist, dirak Doue.
evit ma c’hellot anavezout an traoù a zo dispar ha ma viot glan ha divlam a-benn deiz Jezuz-Krist,
Koulskoude, breudeur, e fell din e ouefec’h penaos ar pezh a zo c’hoarvezet ganin a zo troet kentoc’h evit kreskadurezh an Aviel,
Reizh eo em befe ar menozioù-se ac’hanoc’h holl, rak me am eus ac’hanoc’h holl em c’halon, c’hwi kenlodeien ganin er c’hras, hag em ereoù hag e difenn an Aviel hag o startaat anezhañ.
Anavezout a rit penaos eo bet amprouet pa’z eo en em lakaet ganin e servij an Aviel, evel ur bugel gant e dad.
Anavezout mat a rit ivez, c’hwi Filipiz, penaos e penn-kentañ an Aviel pa’z on aet kuit eus Makedonia, Iliz ebet n’he deus roet din ha ne’m eus resevet digant hini ebet, nemet diganeoc’h,
Da bediñ a ran ivez, va c’henlabourer gwirion, sikour anezho, stourmet o deus ganin evit an Aviel kenkoulz ha Klemañs ha va c’henlabourerien all, emañ o anvioù el levr a vuhez.