Paol a lavaras dezhañ: Pediñ a ran Doue ma viot koulz pe goulz, nann te hepken, met c’hoazh ar re holl a selaou ac’hanon hiziv, heñvel ouzhin, nemet er pezh a sell ouzh an ereoù-mañ.
Filipiz 1:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned en hevelep doare ma’z eo deuet va ereoù enorus e Krist er pretordi a-bezh hag en holl lec’hioù all, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) en hevelep doare m’az eo deuet va liammou, dre Jesus‐Christ, da veza brudet er pretouar hag e leac’h all, dre holl; |
Paol a lavaras dezhañ: Pediñ a ran Doue ma viot koulz pe goulz, nann te hepken, met c’hoazh ar re holl a selaou ac’hanon hiziv, heñvel ouzhin, nemet er pezh a sell ouzh an ereoù-mañ.
hag, o vont kuit, e lavarjont etrezo: An den-se n’en deus graet netra a vefe din a varv pe a brizon.
Tri devezh goude, Paol a zastumas ar re gentañ eus ar Yuzevien ha, pa voent bodet, e lavaras dezho: Tud breudeur, petra bennak ma ne’m eus graet netra a-enep ar bobl nag a-enep gizioù hon tadoù, on bet taolet er prizon e Jeruzalem ha lakaet etre daouarn ar Romaned.
Evit kement-se eo em eus goulennet ho kwelout ha komz ganeoc’h, rak abalamour da esperañs Israel eo ez on ereet gant ar chadenn-mañ.
Paol a chomas daou vloavezh leun en un ti en doa feurmet evitañ e-unan. Hag e tegemere ar re holl a zeue d’e gavout,
Pediñ a ran eta ac’hanoc’h, me prizoniad en Aotrou, d’en em ren en un doare dellezek eus ar c’halvidigezh ez oc’h bet galvet drezañ,
ma’z on ar c’hannad anezhañ er chadennoù, hag evit ma komzin anezhañ gant hardizhegezh evel ma tlean henn ober.
o ren ur stourm heñvel ouzh an hini ma hoc’h eus va gwelet ennañ ha ma’c’h anavezit emaon c’hoazh ennañ.
Reizh eo em befe ar menozioù-se ac’hanoc’h holl, rak me am eus ac’hanoc’h holl em c’halon, c’hwi kenlodeien ganin er c’hras, hag em ereoù hag e difenn an Aviel hag o startaat anezhañ.
e c’houzañvan poan evitañ betek bezañ ereet evel un torfedour. Met ger Doue n’eo ket ereet.