Efeziz 5:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned na komz dizonest, na reoù foll, na farserezh, a zo traoù divalav, met ra vo klevet kentoc’h trugarekadennoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) na komz udur e‐bed, na komz foll, na farcerez, pere a zo traou ha na gonvenont ket; mes ra vezo klevet kentoc’h actionou a c’hras. |
Penn-kentañ komzoù e c'henoù a zo ur follentez, ha diwezh e brezegenn a zo ur wall sotoni.
Pa ouezas Daniel e oa sinet ar skrid, ez eas d'e di. E brenestroù a oa digor en e gambr etrezek Jeruzalem, hag e taouline teir gwech bemdez, hag e pede hag e veule e Zoue, evel m'en deveze graet diagent.
al laeroñsioù, ar c’hoantegezh, ar fallentez, ar faosoni, al loustoni, al lagad avius, an droukkomz, an ourgouilh, ar follentez.
Met bagoù all, o tont eus Tiberiaz, a erruas tost d’al lec’h m’o doa debret ar bara goude m’en doe an Aotrou trugarekaet.
Evel na fellas ket dezho anavezout Doue, Doue en deus o laosket da soñjoù a fallentez en hevelep doare ma reont traoù dizellezek.
Sikouret omp ivez ganeoc’h dre ho pedennoù evidomp, evit ma teuio ar c’hras hon eus resevet dre meur a hini da vezañ anavezet dre an trugarez a raio meur a hini diwar hor penn.
Ra ne zeuio ger dizonest ebet eus ho kenoù, met ra vo ho komzoù mat da skoliañ gant talvoudegezh evit ma raint vat d’ar re o c’hlevo.
Na vezit nec’het gant netra, met en holl lec’hioù lakait ho koulennoù dirak Doue dre bedennoù hag aspedennoù gant trugarez,
Met bremañ, c’hwi ivez, dilezit an holl draoù-se, ar gounnar, ar gasoni, ar fallentez, an droukkomz, ar c’homzoù dizonest a c’hellfe dont er-maez eus ho kenoù.
Pebezh trugarez na c’hellomp ket reiñ da Zoue diwar ho penn, evit an holl levenez hon eus dirak hon Doue abalamour deoc’h!
Dre-se, petra bennak ma em eus e Krist ul librentez vras da c’hourc’hemenn dit ar pezh a zo dereat,
Neuze drezañ, kinnigomp hep paouez da Zoue un aberzh a veuleudi, da lavarout eo frouezh ar muzelloù a anzav e anv.
O terc’hel lavarioù c’hwezhet gant fouge, e tennont dre zroukc’hoantoù ar c’hig hag gant an hudurniezh tud hag o doa nebeud a-raok tec’het diouzh ar re a vev en diroll,
ha mar en deus diwallet Lot an den reizh, an hini a oa poaniet gant kundu euzhus an dud fall-se,
Met ar re-mañ a wallgomz diwar-benn ar pezh n’anavezont ket. En em vreinañ a reont e kement hag a ouzont dre natur evel loened dibourvez a skiant.
gwagennoù fuloret eus ar mor o teurel eon o loustoni, sterennoù o kantren a zo miret dezho da viken dic’houloù an deñvalijenn.