Bennigañ a reas Abram hag e lavaras: Benniget ra vo Abram gant an Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neñv hag an douar!
Efeziz 4:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned un Doue hepken ha Tad d’an holl, a zo dreist an holl hag e-touez an holl hag ennoc’h holl. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) eun Doue hep‐ken ha Tad an holl, pehini a zo dreist an holl, dre an holl, hag enoc’h holl. |
Bennigañ a reas Abram hag e lavaras: Benniget ra vo Abram gant an Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neñv hag an douar!
A-dra-sur te eo hon tad. Pa ne oufe Abraham anv ebet deomp, pa n'anavezfe ket Israel ac'hanomp, AOTROU, te eo hon tad, hon dasprener, setu aze da anv a bep amzer.
Ha n'hon eus ket holl un hevelep tad? Un hevelep Doue, ha n'en deus ket hor c'hrouet? Perak eta ez omp fall an eil e-keñver egile, o tisakrañ emglev hon tadoù?
Neuze e kouezhjont war o dremmoù hag e lavarjont: O Doue, Doue speredoù pep kig! Un den hepken en deus pec'het, hag e fulorfes a-enep an holl vodadenn?
ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.
Jezuz a respontas dezhañ: Mar kar unan bennak ac’hanon, e viro va ger. Va Zad a garo anezhañ, e teuimp d’e gavout hag e raimp hor chomlec’h gantañ.
Roet em eus da anavezout dezho da anv hag e roin anezhañ da anavezout dezho, evit ma vo enno ar garantez ac’h eus bet evidon ha ma vin enno.
Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n’on ket c’hoazh pignet etrezek va Zad. Met kae da gavout va breudeur ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, etrezek va Doue hag ho Toue.
Rak an holl draoù a zo anezhañ ha drezañ hag evitañ. Dezhañ ra vo ar gloar da viken! Amen.
koulskoude ni n’hon eus nemet un Doue hepken, an Tad, e teu an holl draoù dioutañ hag ez omp-ni evitañ, hag un Aotrou hepken, Jezuz-Krist, a zo an holl draoù drezañ hag emaomp-ni drezañ.
Peseurt unvaniezh a zo etre templ Doue hag an idoloù? Rak c’hwi eo templ an Doue bev, evel m’en deus Doue lavaret: Chom a rin enno, hag e kerzhin en o zouez, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.
dreist pep priñselezh, pep nerzh, pep galloud, pep mestroni, pep anv a c’hellfe bezañ anvet, nann zoken er c’hantved-mañ met ivez en hini da zont.
evit ma chomo Krist en ho kalonoù dre ar feiz, hag evel-se, gwriziennet ha diazezet er garantez,
Ra vo ar peoc’h roet d’ar vreudeur, hag ar garantez ivez gant ar feiz, a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
An den a vir e c’hourc’hemennoù a chom ennañ ha eñ en den-se. Ha dre gement-mañ eo ec’h ouzomp e chom ennomp: dre ar Spered en deus roet deomp.