La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Efeziz 4:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

evit parfetidigezh ar sent, evit labour ar servij hag evit savidigezh korf Krist,

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

evit lakaad ar zent da greski e perfection, evit labour ar garg a vinistr, evit edification corf ar C’hrist;

Ver Capítulo



Efeziz 4:12
45 Referencias Cruzadas  

Met pedet em eus evidout evit na fallaio ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kreñva da vreudeur.


Rak e oa en hon touez hag en deus bet e lod er ministrerezh-mañ.


da gaout lod er ministrerezh hag en abostolerezh-mañ en deus dilezet Judaz evit mont en e lec’h.


Pa voe deuet eno ha pa welas gras Doue, en em laouenaas a gement-se hag ec’h alias anezho holl da chom stag ouzh an Aotrou gant ur galon start.


Met n’en em lakaan e poan eus netra ha va buhez n’eo ket prizius din, gant ma peurechuin gant levenez va redadenn hag ar ministrerezh am eus resevet digant an Aotrou Jezuz evit prezeg an Aviel eus gras Doue.


Lakait eta evezh ouzhoc’h hoc’h-unan hag ouzh an holl dropell en deus ar Spered-Santel ho lakaet eskibien warnañ, da beuriñ Iliz Doue en deus prenet gant e wad e-unan.


Koulskoude an Ilizoù a oa e peoc’h en holl Judea, Galilea ha Samaria, o vezañ kreñvaet ha o kerzhout e doujañs an Aotrou. Kreskiñ a raent dre sikour ar Spered-Santel.


evel-se ivez, ni a zo meur a hini hag emaomp ur c’horf hepken e Krist, o vezañ pep hini ac’hanomp ezel an eil ouzh egile,


pe an hini a servij, ra en em stago ouzh ar servij; pe an hini a gelenn, ra en em stago ouzh ar c’helenn;


Klaskomp eta an traoù a gas d’ar peoc’h hag a c’hell kenteliañ an eil egile.


Va breudeur, me am eus an diarvar ez oc’h leun a vadelezh, karget a bep anaoudegezh, barrek d’en em aliañ an eil egile.


Ra zeuio pep hini ac’hanomp da blijout d’e nesañ er pezh a zo mat evit e greñvadur.


Gouzout a ran penaos pa’z in d’ho kavout, e teuin gant leunder bennozhioù Aviel Krist.


C’hwi a zo korf Krist ha c’hwi a zo e izili, pep hini evit e lod.


Roet eo an emziskouez eus ar Spered da bep hini evit hon talvoudegezh.


Evel-se c’hwi ivez, pa c’hoantait gant gred an donezonoù speredel, klaskit kenteliañ an Iliz evit kaout a-fonn anezho.


Rak mar pedan e yezh, va spered a bed met va skiant a zo difrouezh.


Petra eta a zo d’ober, breudeur? Pa en em vodit, pep hini ac’hanoc’h ha bez’ en deus ur c’hantik, ur gelennadurezh, ur yezh, un diskuliadur, ur jubennadur? Ra vo graet pep tra evit kenteliañ.


Ha krediñ a rit e fell deomp adarre en em zidamall dirazoc’h? Komz a reomp dirak Doue e Krist, ha kement-se holl, re garet mat, evit ho kenteliañ.


A-hend-all, breudeur, en em laouenait, klaskit bezañ peurvat, en em frealzit, bezit en un hevelep soñj, bevit e peoc’h, hag an Doue a garantez hag a beoc’h a vo ganeoc’h.


Levenez hon eus pa vezomp dinerzh gant ma viot kreñv. Hag ar pezh a c’houlennomp en hor pedennoù, eo ma teuot da vezañ peurvat.


pegement ministrerezh ar Spered ne vo ket gloriusoc’h?


Dre-se, o kaout ar ministrerezh-mañ hervez an drugarez a zo bet graet deomp, ne gollomp ket kalon.


An holl draoù-se a zeu eus Doue, en deus hon adunvanet gantañ dre Jezuz-Krist hag en deus roet deomp ministrerezh an adunvanidigezh,


Ne roomp abeg ebet da gouezhañ, e netra, evit na vo ket tamallet ar ministrerezh,


O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.


hag a zo e gorf, al leunder eus an hini a leugn an holl en holl.


Dioutañ ar c’horf a-bezh, urzhiet mat hag unanet start dre sikour an holl juntoù, a denn e greskañs hervez an nerzh roet da bep ezel, evit ma vo savet e-unan er garantez.


Ra ne zeuio ger dizonest ebet eus ho kenoù, met ra vo ho komzoù mat da skoliañ gant talvoudegezh evit ma raint vat d’ar re o c’hlevo.


Bez’ ez eus ur c’horf hepken hag ur Spered hepken, evel ivez ma’z oc’h bet galvet da un esperañs hepken dre ho kalvidigezh,


En em laouenaat a ran bremañ em poanioù evidoc’h, hag e peurechuan em c’hig da c’houzañv an dilerc’h eus poanioù Krist evit e gorf hag a zo an Iliz,


Eñ eo an hini a brezegomp, oc’h aliañ pep den hag o kelenn pep den e pep furnez, evit lakaat pep den da vezañ peurvat e Krist Jezuz.


Lavarit da Arkipuz: Taol evezh mat ouzh ar ministrerezh ac’h eus resevet en Aotrou evit e seveniñ mat.


Trugarekaat a ran an hini en deus va nerzhet, Jezuz-Krist hon Aotrou, dre ma en deus va c’havet feal o lakaat ac’hanon er servij,


Lukaz hepken a zo ganin. Kemer Mark hag e zegas ganit, rak talvoudus eo din evit ar ministrerezh.


Met te, bez aketus en holl draoù, o c’houzañv ar glac’haroù, gra labour un avielour, seven da vinistrerezh en e bezh.


Sentit ouzh ho renerien ha plegit dezho, rak eveshaat a reont war hoc’h eneoù evel o tleout rentañ kont anezho, evit ma c’hellint ober kement-se gant levenez ha nann en ur glemm, rak e vefe dic’hounid deoc’h.


Setu perak, o lezel ar c’hentelioù kentañ eus Krist, en em roomp d’ar barfeted, hep lakaat a-nevez an diazez eus nac’hidigezh an oberoù marv, eus ar feiz e Doue,