Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.
Efeziz 3:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ennañ hon eus al librentez da dostaat ouzh Doue gant fiziañs dre ar feiz ennañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) en pehini hon euz al liberte da dostaad ouz Doue gant fizians, dre ar feiz enhan. |
Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.
reizhder Doue dre ar feiz eus Jezuz-Krist, evit ar re holl ha war ar re holl a gred. Rak n’eus diforc’h ebet,
eñ hag en deus roet deomp dre ar feiz digor d’ar c’hras-se a chomomp start enni, hag e kavomp gloar en esperañs eus meurded Doue.
met Krist a zo bet lakaet evel Mab da vestr war e di, ha ni eo e di, gant ma virimp betek an diwezh ar fiziañs start hag an esperañs a dennomp gloar diouti.
Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,
Bremañ eta bugale vihan, chomit ennañ evit ma hor bo fiziañs pa en em ziskouezo, ha ma ne vimp ket mezhek dirazañ en e zonedigezh.