Jezuz, oc’h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon mab Jona, rak n’eo ket ar c’hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù.
Efeziz 2:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak salvet oc’h dre ar c’hras, war-bouez ar feiz. Ha kement-se ne zeu ket ac’hanoc’h, donezon Doue eo. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag dre c’hras eo ez oc’h salvet, dre ar feiz; ha kement‐se na zeu ket ac’hanoc’h hoc’h‐unan, donezon Doue eo; |
Jezuz, oc’h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon mab Jona, rak n’eo ket ar c’hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù.
An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chom warnañ.
Jezuz a respontas dezhi: Mar anavezjes donezon Doue ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da evañ, ez pefe goulennet da-unan digantañ hag en defe roet dit dour a vuhez.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c’haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d’ar vuhez.
Jezuz a lavaras dezho: Me eo ar bara a vuhez. An hini a zeuio da’m c’havout n’en devo biken naon, hag an hini a gred ennon n’en devo biken sec’hed.
Kement a roio an Tad din a zeuio da’m c’havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da’m c’havout,
Setu amañ bolontez an hini en deus va c’haset, ma teuio piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ da gaout ar vuhez peurbadus, hag en adsavin a varv d’an deiz diwezhañ.
Den ne c’hell dont da’m c’havout ma ne vefe sachet gant an Tad en deus va c’haset, ha en adsavin a varv d’an deiz diwezhañ.
Hag e lavaras: Setu perak em eus lavaret deoc’h penaos den ne c’hell dont da’m c’havout, ma n’eo ket roet kement-se dezhañ gant va Zad.
ha penaos piv bennak a gred a zo reishaet drezañ eus an holl draoù na c’hellec’h ket bezañ reishaet anezho gant lezenn Moizez.
Pa voent erruet, e tastumjont an Iliz hag e kontjont an holl draoù en doa Doue graet ganto ha penaos en doa digoret d’ar broadoù dor ar feiz.
Ur wreg anvet Lidia, ur varc’hadourez limestra eus kêr Diatira, ur wreg a zouje Doue, a selaouas. An Aotrou a zigoras he c’halon dezhi evit ma raje evezh ouzh an traoù a lavare Paol.
Penaos eta e c’halvint an hini n’o deus ket kredet ennañ? Ha penaos e kredint en hini n’o deus ket klevet diwar e benn? Ha penaos e klevint komz diwar e benn ma ne vez den da brezeg?
Setu perak eus ar feiz eo hon eus resevet ar c’hras, evit ma vo ar bromesa asuret d’an holl lignez, nann hepken d’an hini a zo eus al lezenn, met ivez d’an hini a zo eus feiz Abraham, eñ hag a zo hon tad deomp holl,
ha d’an hini na labour ket met a gred en hini a reisha an den dizoue, e feiz a zo kontet dezhañ da reizhder.
Evel-se eta, kement-se ne zeu ket eus an hini a fell dezhañ, nag eus an hini a red, met eus an hini a ra trugarez, eus Doue.
evit ma en em skuilhje bennozh Abraham war ar baganed dre Jezuz-Krist ha ma resevjemp dre ar feiz ar Spered a oa bet prometet.
Met ar Skritur he deus serret pep tra dindan ar pec’hed, evit ma vije roet ar bromesa dre ar feiz eus Jezuz-Krist d’ar re a gred.
ha pehini eo brasted divuzul e c’halloud a ziskouez en hor c’heñver-ni, ar re a gred, hervez oberiusted galloud e nerzh,
Rak ni a zo e labour, o vezañ bet krouet e Jezuz-Krist evit an oberoù mat en deus Doue kempennet diaraok, evit ma kerzhimp enno.
pa oamp marv en hor pec’hedoù, en deus hon degaset asambles d’ar vuhez e Krist, dre c’hras eo oc’h bet salvet,
rak roet en deus deoc’h ar c’hras, abalamour da Grist, nann hepken da grediñ ennañ met c’hoazh da c’houzañv evitañ,
o vezañ bet sebeliet gantañ dre ar vadeziant, ennañ ivez oc’h adsavet a varv dre ar feiz e galloud Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv.
Gouzañv a raint o c’hastiz, ur gollidigezh peurbadus pell diouzh dremm an Aotrou ha diouzh gloar e c’halloud,
Rak ar re a zo bet ur wech sklêrijennet, o deus tañvaet an donezon neñvel, o deus bet o lod er Spered-Santel,
c’hwi hag a zo miret gant galloud Doue, dre ar feiz, evit ar silvidigezh prest da vezañ diskuliet en amzerioù diwezhañ.