rak ar mab-mañ din a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. Hag en em lakajont d’en em laouenaat.
Efeziz 2:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned pa oamp marv en hor pec’hedoù, en deus hon degaset asambles d’ar vuhez e Krist, dre c’hras eo oc’h bet salvet, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) pa oamp maro en hor pec’hejou, hen deuz hon rentet d’ar vuez assambles er C’hrist, (dre c’hras eo ez oc’h salvet;) |
rak ar mab-mañ din a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. Hag en em lakajont d’en em laouenaat.
Rak, evel ma adsav a varv an Tad hag e ro ar vuhez, evel-se ivez ar Mab a ro ar vuhez d’ar re a fell dezhañ.
Ar Spered eo a ro buhez, ar c’hig ne servij da netra. Ar gerioù a lavaran deoc’h a zo spered ha buhez.
Hep dale an Doue a beoc’h a friko Satan dindan ho treid. Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc’h! Amen.
Setu perak eus ar feiz eo hon eus resevet ar c’hras, evit ma vo ar bromesa asuret d’an holl lignez, nann hepken d’an hini a zo eus al lezenn, met ivez d’an hini a zo eus feiz Abraham, eñ hag a zo hon tad deomp holl,
Rak mar d-omp bet, pa oamp enebourien, adunvanet gant Doue dre varv e Vab, muioc’h a-se o vezañ adunvanet, e vimp salvet dre e vuhez.
Met Doue a ziskouez e garantez en hor c’heñver, o vezañ ma oamp c’hoazh pec’herien pa’z eo marvet Krist evidomp.
Rak lezenn ar Spered a vuhez a zo e Jezuz-Krist en deus va dieubet eus lezenn ar pec’hed hag ar marv.
Gras an Aotrou Jezuz-Krist, karantez Doue ha kenunvaniezh ar Spered-Santel ra vo ganeoc’h holl! Amen.
Rak salvet oc’h dre ar c’hras, war-bouez ar feiz. Ha kement-se ne zeu ket ac’hanoc’h, donezon Doue eo.
Dre-se eo lavaret: Dihun, te a zo kousket, sav a-douez ar re varv, ha Krist a lugerno warnout.
Pa oac’h marv en ho pec’hedoù hag e diamdroc’h ho kig, en deus ho tegaset d’ar vuhez asambles gantañ, o vezañ pardonet deoc’h hoc’h holl zisentidigezhioù,
en deus hor salvet, nann abalamour d’an oberoù a reizhder hor bije graet, met hervez e drugarez, dre walc’hadenn an eil c’hinivelezh ha dre nevezidigezh ar Spered-Santel,