Daniel 6:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
War urzh ar roue, an dud o doa tamallet Daniel a voe degaset ha taolet e foz al leoned, int, o mibien hag o gwragez. A-raok m'o doa stoket ouzh foñs ar foz, al leoned a grogas enno hag a vruzunas o holl eskern.
Met ne lakaas ket d'ar marv mibien ar servijerien, evel ma'z eo skrivet e levr lezenn Moizez, e-lec'h m'en deus roet an AOTROU ar gourc'hemenn-mañ: Ne vo ket lakaet d'ar marv an tadoù evit o mibien, ha ne vo ket lakaet d'ar marv ar vibien evit o zadoù, met lakaet e vo da vervel pep hini evit e bec'hed.
met pa voe deuet Ester dirak ar roue, hemañ a c'hourc'hemennas dre lizheroù ma kouezhfe war benn Haman an irienn fall en doa ijinet a-enep ar Yuzevien, ha ma vefe krouget, eñ hag e vibien, ouzh ar post.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: N'hoc'h eus ket sentet ouzhin oc'h embann ar frankiz, pep hini evit e vreur, pep hini evit e nesañ. Setu ec'h embannan en hoc'h enep, eme an AOTROU, frankiz ar c'hleze, ar vosenn hag an naonegezh. Hag ho lakain da vezañ un euzh dre holl rouantelezhioù an douar.
Evel ma oa urzh ar roue strizh, ha ma oa ar fornez entanet dreistordinal, ar flammoù-tan a lazhas an dud o doa taolet enni Shadrak, Meshak hag Abed-Nego.
Ne vo ket lakaet d'ar marv an tadoù evit ar vibien, ha ne vo ket lakaet d'ar marv ar vibien evit an tadoù; lakaet e vo d'ar marv pep hini evit e bec'hed.