Daniel 6:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e voe degaset ur maen a voe lakaet war digor ar foz, hag ar roue a siellas anezhañ gant e walenn ha gant gwalenn e re vras, evit na vefe kemmet netra e-keñver Daniel. |
Ar roue Sedesia a lavaras: Setu emañ etre ho taouarn, rak ar roue ne c'hell netra a-enep deoc'h.
O vezañ kroget ennañ ha taolet anezhañ er prizon, en roas da ziwall da beder skouadenn a bevar soudard pep hini, o fellout dezhañ e gas dirak ar bobl goude ar Pask.
Teurel a reas anezhañ en donder hag e serras o lakaat ur siell warnañ, evit na douellje ken ar broadoù betek ma vije tremenet ar mil bloavezh. Goude-se, e tle bezañ diereet evit un nebeud amzer.