Met e vennad a zo divizet, piv a raio dezhañ distreiñ? Ar pezh a c'hoanta e ene, en gra.
Daniel 4:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dirazañ holl annezidi an douar a zo kontet evel netra, ober a ra evel ma plij dezhañ, ken gant arme an neñvoù, ken gant annezidi an douar, ha n'eus den hag a c'hellfe herzel ouzh e zorn ha lavarout dezhañ: Petra ac'h eus graet? |
Met e vennad a zo divizet, piv a raio dezhañ distreiñ? Ar pezh a c'hoanta e ene, en gra.
Ma ro ehan, piv a gondaono? Ma kuzh e zremm, piv a sello outañ? E-keñver ur bobl pe e-keñver un den, evel-se e ra,
Ar rendaeler, daoust hag e vreutaio gant an Holl-C'halloudeg? An hini a dabut gant Doue, daoust hag e responto da gement-se?
Fur eo e galon ha kreñv e c'halloud. Piv en deus stourmet outañ hag a zo en em gavet ervat?
An AOTROU a ra kement a fell dezhañ en neñvoù ha war an douar, er morioù hag en holl zonderioù.
AOTROU, ro din da anavezout va diwezh, ha pe muzul o deus va deizioù, ma ouezin pegen berr eo va buhez.
Douar Juda a zeuio da vezañ ur spont evit an Ejipt, pep hini a gomzo diwar e benn a vo spouronet, en abeg d'ar mennad divizet gant AOTROU an armeoù a-enep dezhi.
Va ene a c'hoanta ac'hanout en noz. Em c'hreizon va spered a glask ac'hanout a-vintin, rak pa vez da varnedigezhioù war an douar, tud ar bed a zesk ar reizhder.
A-raok ma voe un deiz, me a oa, ha den ne c'hell saveteiñ eus va dorn. Ober a ran, ha piv a c'hello dizober?
Saveteiñ ha dieubiñ a ra, ober a ra sinoù ha burzhudoù en neñvoù ha war an douar, dieubet en deus Daniel eus galloud al leoned.
Neuze e krijont d'an AOTROU o lavarout: AOTROU! N'hor c'has ket da goll en abeg da ene an den-mañ, ha na laka ket warnomp ar gwad didamall. Rak te, AOTROU, te a ra evel ma plij dit.
Pa en deus Doue roet dezho an hevelep donezon ha deomp-ni ar re o deus kredet en Aotrou Jezuz-Krist, piv e oan-me evit enebiñ ouzh Doue?
evit ober an holl draoù en deus da zorn ha da guzul merket a-raok da zleout bezañ graet.
met mar deu eus Doue, ne c’hellot ket e zistrujañ. Diwallit na vefe kavet ho pefe graet brezel da Zoue.
Eñ a respontas: Piv out, Aotrou? An Aotrou a lavaras: Me eo Jezuz a heskinez. Kalet e vo dit herzel a-enep ar broudoù.
Rak piv en deus anavezet soñj an Aotrou evit gallout e gelenn? Hogen ni hon eus soñj Krist.
Ennañ ivez eo ez omp deuet da vezañ heritourien, o vezañ bet raktonket hervez an diviz eus an hini a ra an holl draoù hervez ma tere ouzh e volontez,
Hag e voe lavaret da roue Jeriko: Setu, tud a zo deuet en noz-mañ a-douez mibien Israel, evit spiañ ar vro.
Samuel eta a zisklêrias dezhañ an holl c'herioù, ha ne guzhas netra outañ. Eli a lavaras: An AOTROU eo, ra raio evel ma kavo mat!