youc'hoù trec'h an den drouk ne badont ket, ha levenez an den dizoue a zo evit ur predig?
Daniel 4:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned D'an eur-se e voe peurc'hraet ar ger-se war Nebukadnezar. Kaset e voe kuit a-douez an dud, debriñ a reas geot evel an ejened, glebiet e voe e gorf gant glizh an neñv, betek ma kreskas e vlev evel pluñv an erer hag e ivinoù evel re al laboused. |
youc'hoù trec'h an den drouk ne badont ket, ha levenez an den dizoue a zo evit ur predig?
En em vruzunañ a ra evel ma vez bruzunet lestr pri ur poder, torret didruez e tammoù na gaver ket un darbod evit tennañ tan eus an oaled pe evit tennañ dour eus ar puñs-glav.
Kaset kuit e vi a-douez an dud, da chomlec'h a vo gant loened ar parkeier, geot a vo roet dit da zebriñ evel d'an ejened, glebiet e vi gant glizh an neñv, ha seizh amzer a dremeno warnout, betek ma ouezi e ren an Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ.
Kaset e vi kuit a-douez an dud, da chomlec'h a vo gant loened ar parkeier, geot a vo roet dit da zebriñ evel d'an ejened, ha seizh amzer a dremeno warnout, betek ma ouezi e ren an Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ.
Kaset e voe kuit a-douez mibien an dud, e galon a zeuas da vezañ heñvel ouzh hini al loened, e chomlec'h a voe gant an ezen gouez, geot a vo roet dezhañ da zebriñ evel d'an ejened, glebiet e voe e gorf gant glizh an neñv, betek ma anavezas e ren an Doue Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ.
War an taol e teuas er-maez bizied dorn un den o skrivañ a-dal d'ar c'hantolor war indu moger ar palez roueel. Ar roue a welas lod an dorn a skrive.