Ar pezh a ra aon d'an hini drouk en em gavo gantañ, met c'hoant ar re reizh a vo roet dezho.
Daniel 4:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An holl draoù-se a c'hoarvezas gant ar roue Nebukadnezar. |
Ar pezh a ra aon d'an hini drouk en em gavo gantañ, met c'hoant ar re reizh a vo roet dezho.
Met e galon en em uhelaas hag e spered en em galetaas gant lorc'h, hag e voe diskaret diwar e dron roueel ha diwisket eus e c'hloar.
Koulskoude va c'homzoù ha va reolennoù am boa roet da'm servijerien ar brofeded, daoust ha n'o deus ket tizhet ho tadoù? Distroet int ha lavaret o deus: Kement en doa divizet AOTROU an armeoù ober deomp, hervez hon hentoù hag hon oberoù, en deus graet warnomp.
Doue n'eo ket un den evit gaouiadiñ, nag ur mab-den evit kaout keuz. Lavaret en deus, ha ne raio ket? Komzet en deus, ha ne gaso ket da benn?