Daniel 2:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Lakaet en deus etre da zaouarn mibien an dud, loened ar parkeier, ha laboused an neñvoù e pep lec'h ma'z emaint o chom, ha graet en deus dit ren warno. Te eo ar penn en aour.
Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se, pa oa Nebukadnezar roue Babilon, gant e holl arme, gant holl rouantelezhioù an douar renet dre e zorn, gant an holl bobloù, oc'h ober brezel a-enep Jeruzalem hag a-enep hec'h holl gêrioù:
An AOTROU a lakaas etre e zaouarn Jojakim roue Juda ha darn eus listri ti Doue, a gasas da vro Shinear, da di e zoue. Lakaat a reas al listri-mañ e ti teñzor e zoue.
Setu an huñvre am eus gwelet, me ar roue Nebukadnezar. Te Beltshazar, lavar e zisklêriadenn, rak ne c'hell hini ebet eus re fur va rouantelezh he reiñ din. Met te a c'hell, rak emañ spered an doueoù santel ennout.
An hini kentañ a oa evel ul leon hag en doa divaskell un erer. Sellout a ris betek ma voe tennet e zivaskell digantañ, ha ma voe savet al loen diwar an douar ha lakaet war e dreid evel un den, hag ur galon den a voe roet dezhañ.