Daniel 11:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Dont a raio peoc'hiek war zouaroù druz ar proviñs, hag e raio ar pezh n'o deus ket graet e dadoù, na tadoù e dadoù. An diwisk, ar preizh hag ar madoù a skigno en o zouez, hag ec'h ijino divizoù a-enep ar c’hreñvlec’hioù, ha kement-se e-pad un amzer.
Hag e kemerjont kêrioù kreñv ha douaroù druz, hag e perc'hennjont tiez leun a bep seurt madoù, puñsoù toullet, gwini, olived ha gwez-frouezh e-leizh, hag e tebrjont hag o doe o gwalc'h, deuet int lart hag e vevjont er plijadurioù dre da vadelezh vras.
Hag o lakain da beuriñ en ur beurvan vat, o chomadur a vo e menezioù uhel Israel. Eno e tiskuizhint en ul lec'h mat hag e peurint ur beurvan druz war venezioù Israel.
Hag e lavaro gerioù a-enep an Uhel-Meurbet, hag e heskino sent an Uhel-Meurbet, hag e vo e-sell da cheñch an amzerioù hag al lezenn. Ar sent a vo lakaet etre e zaouarn e-pad un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer.
Hag e rojont dezhañ dek ha tri-ugent pezh arc'hant eus ti Baal-Berid, hag Abimelek a c'hopraas ganto peorien-gaezh ha foeterien-hent a zeuas war e lerc'h.