Ar Prezeger 7:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwelloc'h eo an anken eget ar c'hoarzh, rak dre c'hlac'har an dremm e teu laouen ar galon. |
Lavaret em eus diwar-benn ar c'hoarzh: Diskiant! Ha diwar-benn al levenez: Da betra e talv?
Hag e lavaras din: Na'z pez ket aon, den karet-mat, ra vo ar peoc'h ganit! Kalon! Kalon! Evel ma komze ouzhin e voen kreñvaet hag e lavaris: Ra gomzo va aotrou, rak va c'hreñvaet ec'h eus.
Eürus oc’h, c’hwi hag hoc’h eus naon bremañ, rak leuniet e viot! Eürus oc’h, c’hwi hag a ouel bremañ, rak karget e viot gant levenez!
Gwalleur deoc’h, tud leuniet! rak c’hwi ho po naon. Gwalleur deoc’h, ar re a c’hoarzh bremañ! Rak c’hwi en em c’hlac’haro hag a ouelo.
Rak hor glac’har skañv eus an amzer a-vremañ a ro ur pouez a c’hloar peurbadus ha meurbet gwelloc’h,