Templ Doue a zigoras en neñv hag arc’h e emglev en em ziskouezas en e dempl. Bez’ e voe luc’hed, mouezhioù, kurunoù, ur c’hren-douar hag ur grizilh bras.
Apocalyps 14:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Un ael all a yeas kuit eus an templ a zo en neñv, o kaout ivez ur falc’h lemm. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag eun eal all a zeuaz er meaz euz an templ, a oa en env, ha ganthan ive eur falc’h lem. |
Templ Doue a zigoras en neñv hag arc’h e emglev en em ziskouezas en e dempl. Bez’ e voe luc’hed, mouezhioù, kurunoù, ur c’hren-douar hag ur grizilh bras.
An hini a oa azezet war ar goabrenn a daolas e falc’h war an douar, hag an douar a voe medet.
Dont a reas kuit eus an aoter un ael all, en doa galloud war an tan, hag e krias gant ur vouezh uhel d’an hini en doa ar falc’h lemm, o lavarout: Taol da falc’h lemm ha dastum ar blokadoù rezin eus gwinienn an douar, rak ar rezin anezho a zo darev.
Klevout a ris ur vouezh kreñv a zeue eus an templ hag a lavaras d’ar seizh ael: It ha skuilhit war an douar an hanafoù eus kounnar Doue.
Ar seizhvet ael a skuilhas e hanaf en aer. Ur vouezh kreñv a zeuas eus templ an neñv, eus an tron, o lavarout: Graet eo a gement-se!