Roet ec'h eus dezhañ c'hoant e galon, ha ne'c'h eus ket taolet kuit pedenn e vuzelloù. Ehan
Apocalyps 14:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a sellas ha setu, e oa ur goabrenn wenn, ha war ar goabrenn unan bennak azezet a oa heñvel ouzh Mab an den, o kaout war e benn ur gurunenn aour hag en e zorn ur falc’h lemm. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Sellet a riz c’hoas, hag e veliz eur goabren venn, hag unan azezet var ar goabren henvel ouz Mab an den, ha var he ben eur gurunen aour, hag en he zorn eur falc’h lem. |
Roet ec'h eus dezhañ c'hoant e galon, ha ne'c'h eus ket taolet kuit pedenn e vuzelloù. Ehan
Ar goabrenn hag an deñvalijenn a zo en-dro dezhañ, ar reizhder hag an eeunder a zo diazez e dron.
Diougan diwar-benn an Ejipt. Setu, emañ an AOTROU douget war ur goabrenn skañv, dont a ra en Ejipt, idoloù an Ejipt a gren dirazañ, ha kalon an Ejipsianed a deuz en he c'hreiz.
A-us d'an astennidigezh a oa dreist o fennoù, e oa ur stumm evel un tron, heñvel ouzh ur maen safir, ha war stumm an tron e oa ur stumm evel doare un den, ouzh krec'h.
Sellout a ris em gweledigezhioù noz, ha setu ma teue gant goabrennoù an neñvoù unan bennak heñvel ouzh Mab an den, a yeas da gavout Henaour an deizioù, hag e voe tostaet outañ.
Lezit o-daou da greskiñ betek an eost; ha da amzer an eost, e lavarin d’ar vederien: Tennit da gentañ an dreog hag endrammit eñ evit e zeviñ, met dastumit an ed em solier.
Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!
Neuze e vo gwelet Mab an den o tont war ur goabrenn gant galloud ha gant ur gloar bras.
Met gwelout a reomp Jezuz kurunet gant gloar hag enor; graet eo bet un nebeud izeloc’h eget an aeled dre ar marv en deus gouzañvet, evit dre c’hras Doue ma anavezje ar marv evit an holl.
hag e-kreiz ar seizh kantolor, unan bennak heñvel ouzh mab an den, gwisket gant ur sae hir ha gourizet war boull e galon gant ur gouriz aour.
Setu, emañ o tont war ar c’hoabr, ha pep lagad a welo anezhañ, zoken ar re o deus e doullet. Holl veuriadoù an douar a hirvoudo abalamour dezhañ. Ya. Amen.
Gwelout a ris un ael all galloudek a ziskenne eus an neñv, gwisket gant ur goabrenn. Bez’ e oa ur wareg-c’hlav a-us d’e benn, e zremm a oa evel an heol hag e dreid evel peulioù tan.
o lavarout: Ni a drugareka ac’hanout, Aotrou Doue holl-c’halloudek, an hini a zo hag a oa hag a zeu, dre ma ec’h eus kemeret da c’halloud bras en da zorn ha dre ma’z out aet en da ren.
E zaoulagad a zo evel ur flamm-tan, war e benn ez eus meur a gurunenn. Bez’ en deus un anv a zo bet skrivet ha den n’anavez anezhañ nemet e-unan.
Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec’has kuit a-zirak e zremm, ha lec’h ebet ne voe kavet ken evito.
Me a sellas ha setu, ur marc’h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ en doa ur wareg, roet e voe dezhañ ur gurunenn, hag ez eas kuit evel un trec’her evit trec’hiñ.