Eñ eo a ro surentez dezho, hag en em harpont war gement-se. Koulskoude e zaoulagad a zo war o hentoù.
Amoz 8:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU en deus touet dre c'hloar Jakob: Biken n'ankounac'hain o holl oberoù! |
Eñ eo a ro surentez dezho, hag en em harpont war gement-se. Koulskoude e zaoulagad a zo war o hentoù.
d'an Hini a ya war-raok douget war neñvoù an neñvoù, an neñvoù peurbadus! Setu ma sav e vouezh, e vouezh galloudus.
Hag e lavaras: Abalamour ma'z eo bet savet un dorn war dron an AOTROU , an AOTROU en devo brezel a-enep Amalek a rumm da rumm.
AOTROU an armeoù en deus lavaret da'm divskouarn: Biken an direizhder-se ne vo pardonet deoc'h, ken na varvot gantañ, eme an Aotrou, AOTROU an armeoù.
Me eo an hini a ziverk da zisentidigezh abalamour din-me, ha ne'm bo ken soñj eus da bec'hedoù.
Pec'hed Juda a zo skrivet gant un engraver houarn, gant ur beg diamant. Merket eo war daol o c'halonoù ha war gerniel o aoterioù.
Den ne gelenno ken e nesañ, na den e vreur, en ur lavarout: Anavezit an Aotrou! Rak an holl am anavezo, adalek ar bihanañ betek ar brasañ anezho, eme an AOTROU, dre ma pardonin o direizhder ha ne'm bo ken soñj eus o fec'hed.
An ezañs a ginnigec’h e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem, c'hwi, ho tadoù, ho rouaned, ho pennoù ha pobl ar vro, hag-eñ n'en deus ket bet soñj anezhañ an AOTROU? Ha n'eo ket aet betek e galon?
Ne lavaront ket en o c'halon ma em befe soñj eus o holl fallentez. Bremañ o oberoù a c'hronn anezho, dirak va dremm emaint.
En aberzhoù a ginnigont din, ec'h aberzhont kig, hag e tebront anezhañ, met an AOTROU ne gav ket plijadur enno. Bremañ e teuio soñj dezhañ eus o direizhder hag e kastizo o fec'hedoù. Distreiñ a raint d'an Ejipt.
En em huduraet int holl, evel da zeizioù Gibea. Soñj en devo eus o direizhder, hag e kastizo o fec'hedoù.
An Aotrou AOTROU en deus touet dre e santelezh: Setu, an deizioù a zeu warnoc'h ma viot lamet gant krochedoù, hag ho lignez gant higennoù-pesketa.
An Aotrou AOTROU en deus touet drezañ e-unan, eme an AOTROU, Doue an armeoù: Euzh am eus ouzh lorc'h Jakob, kasaat a ran e balezioù, dereiñ a rin ar gêr hag ar pezh a zo enni,