An AOTROU a lavaras: Lemel a rin diwar-c'horre an douar an den am eus krouet, adalek an den betek ar chatal, betek ar stlejviled ha betek laboused an neñvoù, rak keuz am eus da vezañ graet anezho.
Amoz 7:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU en doe keuz e gement-se. Ne c'hoarvezo ket, eme an AOTROU. |
An AOTROU a lavaras: Lemel a rin diwar-c'horre an douar an den am eus krouet, adalek an den betek ar chatal, betek ar stlejviled ha betek laboused an neñvoù, rak keuz am eus da vezañ graet anezho.
Ha Doue a gasas ivez un ael da zistrujañ Jeruzalem, hag evel ma tistruje, an AOTROU a sellas, hag en doe keuz eus an droug-se, hag e lavaras d'an ael a zistruje: A-walc'h! Tenn bremañ da zorn! Ael an AOTROU en em zalc'he e-kichen leur Ornan ar Jebuzad.
Soñj en deus bet en o c'heñver eus e emglev, hag en deus bet keuz hervez braster e drugarez.
Met eñ, trugarezus, a bardone o zorfed ha n'o distruje ket. Alies e tistroe diouzh e gounnar ha ne zihune ket e holl fulor.
Ezekiaz roue Juda hag holl dud Juda, hag en lakajont d'ar marv? Ha n'en deus ket doujet an AOTROU? Ha ne bedas ket an AOTROU? Ha keuz en deus bet an AOTROU d'an droug en doa lavaret en hoc'h enep. Ha ni, hag e kargimp hon eneoù eus un torfed ken bras?
Mar kendalc'hit da chom er vro-mañ, ho savin ha n'ho tistrujin ket, ho plantin ha n'ho tennin ket, rak keuz am eus d'an droug am eus graet deoc'h.
Rogit ho kalonoù ha nann ho tilhad, distroit d'an AOTROU ho Toue, rak trugarezus ha truezus eo, gorrek da gounnariñ ha pinvidik e madelezh, ha keuz en deus da vezañ kaset glac'har.
Hag e tiskouezas din kement-mañ: Setu an Aotrou en em zalc'he an e sav war ur voger graet diouzh al linenn, hag en e zorn e oa ul linenn.
Ha Doue a welas ar pezh a raent, ha penaos e tistroent eus o hent fall. Doue en deus bet keuz d'an droug en doa komzet ober dezho, ha n'en reas ket.
Hag e pedas an AOTROU o lavarout: AOTROU! Ha n'eo ket-se a lavaren pa oan c'hoazh em bro? En abeg da-se eo e felle din da gentañ tec'hout da Darsiz. Rak gouzout a raen ez out un Doue trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ ha fonnus e madelezh, hag ec'h eus keuz d'an droug.
Hag e lamjont eus o zouez an doueoù diavaeziek, evit servijañ an AOTROU. Truez en doe en e galon dirak glac'har Israel.
Pa save an AOTROU barnerien dezho, e veze an AOTROU gant ar barner, hag o dieube eus dorn o enebourien e-pad holl vuhez ar barner, rak keuz en deveze an AOTROU abalamour d'ar c'hlemmoù a laoskent dirak ar re o gwaske hag o mac'he.