Setu, un den Doue a zeuas eus Juda da Vetel, a-berzh komz an AOTROU, e-pad ma en em zalc'he Jeroboam ouzh an aoter evit lakaat da vogediñ.
Amoz 7:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha bremañ selaou komz an AOTROU: Lavaret ec'h eus: Ne brofedi ket a-enep Israel ha ne dakenni ket komzoù a-enep ti Izaak. |
Setu, un den Doue a zeuas eus Juda da Vetel, a-berzh komz an AOTROU, e-pad ma en em zalc'he Jeroboam ouzh an aoter evit lakaat da vogediñ.
Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.
Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, ha ne zistroas ket diouzh holl bec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.
hag a lavar d'an diouganerien: Na welit ket! ha d'ar brofeded: Na brofedit ket ar wirionez, lavarit traoù plijus, profedit touelloù,
Mab an den, profediñ a ri a-enep profeded Israel a zo o profediñ. Lavar d'ar re a zo o profediñ hervez o c'halon o-unan: Selaouit komz an AOTROU:
Mab an den, tro da zremm war-zu ar c'hreisteiz, prezeg etrezek ar c'hreisteiz, hag e profedi a-enep koadeg maezioù ar c'hreisteiz.
Met graet hoc'h eus d'an Nazareiz evañ gwin, hag un urzh hoc'h eus roet d'ar brofeded o lavarout: Na brofedit ket!
Na lavarit profediezh ebet, a lavaront. Met ne vo lavaret profediezh ebet d'ar re-mañ, ar vezh ne bellaio ket.
Va c'helennadurezh a redo evel ar glav, va ger a gouezho evel ar glizh, evel al litenn war ar c'hlasvez, evel barradoù war ar geot!
Samuel a lavaras da Saül: Paouez! Hag e tisklêrin dit ar pezh en deus lavaret an AOTROU din en noz-mañ. Hag e lavaras dezhañ: Komz!