La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Amoz 6:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Gourvezet war weleoù olifant, astennet war o dilhad, e tebront oaned eus an tropell ha leueoù eus al lec'h ma'z int lartaet.

Ver Capítulo



Amoz 6:4
18 Referencias Cruzadas  

Neuze ec'h azezjont da zebriñ bara. O sevel o daoulagad, e weljont ur strollad Ismaeliz o tont eus Galaad, o c'hañvaled bec'hiet gant louzoù-frondus, balzam ha mir, a yae d'o c'has d'an Ejipt.


Palennoù gwenn, gwer ha limestra a oa staget gant kerdin lin fin ha tane ouzh lagadennoù arc'hant ha peulioù marmor. Gweleoù aour hag arc'hant a oa lakaet war bavezioù porfir, marmor, nakr ha marbr-du.


O daoulagad a zo c'hwezet gant al lard. Gwelout a reer c'hoantoù o c'halon.


setu joa ha levenez, lazhañ a reer ejened, lazhañ a raed deñved, debriñ a raed kig, evañ a raed gwin, o lavarout: Debromp hag evomp, rak warc'hoazh e varvimp!


Gwalleur da gurunenn lorc'hus mezvierien Efraim, d'ar bleuñv gweñvet a zo e wiskamant kaerañ hag a zo a-us da draonienn strujus an dud mezevellet gant gwin.


Ned i kennebeut d'un ti a fest d'azezañ ganto evit debriñ pe evañ.


Setu amañ direizhder da c'hoar Sodom: lorc'hentez. Bez' he doa fonnusted a vara ha didalvoudegezh vak, hi hag he merc'hed, met n'he deus ket nerzhekaet dorn an ezhommeg hag ar paour.


azezet ec'h eus war ur gwele pompadus, ma oa kempennet un daol dirazañ, ha lakaet ec'h eus va ezañs ha va eoul warni.


Evel-henn e komz an AOTROU: Evel ma savete ar mesaer diouzh genoù al leon div c'har pe un tamm skouarn, evel-se e vo saveteet mibien Israel a zo azezet e Samaria war gorn ur gwele ha war ur ballenn eus Damask.


En deiz-se kanaouennoù ar palez a vo klemmvanoù, eme an Aotrou AOTROU. E pep lec'h e vo kalz a gorfoù marv a vo taolet didrouz.


Rak he re binvidik a zo leun a feulster, hec'h annezidi a lavar gevier, hag un teod touellus o deus en o genoù.


Bez’ e oa un den pinvidik en em wiske gant limestra ha lin fin, hag a veve bemdez en un doare pompadus.


Bevet hoc’h eus er blijadurezh hag en dudi war an douar, en em leuniet oc’h bet evel en un devezh a lazhadeg.