Lakaat a ra war wel an donderioù kuzhet en deñvalijenn, hag e tegas d'ar sklaerder skeud ar marv.
Amoz 5:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Klaskit an hini en deus graet ar Yarad-poñsined hag an Orion, an hini a dro teñvalijenn ar marv e gouloù-deiz, an hini a dro an deiz e noz teñval, an hini a c'halv doureier ar mor hag o skuilh war zremm an douar: An AOTROU eo e anv. |
Lakaat a ra war wel an donderioù kuzhet en deñvalijenn, hag e tegas d'ar sklaerder skeud ar marv.
Pe evit kastizañ, pe evit lakaat an douar frouezhus, pe evit bezañ trugarezus, o laka da zont.
Graet en deus ar C'harr-kamm Bras, an Orion, ar Yarad-poñsined ha stered ar c'hreisteiz.
Kas a reas an deñvalijenn hag e reas an dic'houloù, ha ne voent ket disent ouzh e gomz.
Lakaat a rin an dalled da gerzhout dre un hent n'anavezont ket, o renin dre wenodennoù dianav dezho, dirazo e trein an deñvalijenn e sklêrijenn, an traoù kamm e traoù eeun; kement-se a rin dezho, ha ne zilezin ket anezho.
Mont a reomp a-dastorn evel dalled ouzh ar voger, tastornat a reomp evel tud hep daoulagad, kouezhañ a reomp da greisteiz evel da serr-noz, bez' ez omp en ul lec'h druz evel tud varv.
Setu perak e roin da anavezout dezho ar wech-mañ, e roin da anavezout dezho va dorn ha va galloud, hag e ouezint ez eo va anv an AOTROU.
Evel-henn e komz an AOTROU a grou, an AOTROU hag en deus aozet evit kas da benn, a zo e anv an AOTROU:
Rak setu amañ an hini a ra ar menezioù hag a grou an avel, a zisklêri d'an den pehini eo e soñj, a ra ar mintin hag an deñvalijenn, a gerzh war uhelderioù an douar: An AOTROU, Doue an armeoù, eo e anv.
Hag e c'hoarvezo en deiz-se, eme an Aotrou AOTROU, ma rin d'an heol mont da guzh da greisteiz, ha ma teñvalain an douar e barr an deiz.
Sevel a ra en neñvoù e solieradurioù, diazezet en deus e volz war an douar, gervel a ra doureier ar mor, hag e skuilh anezho war-c'horre an douar, an AOTROU eo e anv.
ar bobl azezet en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras, hag ar sklêrijenn a zo savet war ar re a oa azezet e bro hag e skeud ar marv.
evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv hag evit ren hor c’hammedoù en hent ar peoc’h.