Pa vo er vro an naonegezh pe ar vosenn pe ar mergl pe an intr pe ar c'hilheien-raden pe ar preñvedigoù, pa vint sezizet en o bro hag en o dorojoù gant o enebourien, pa vo ur gouli pe ur c'hleñved bennak,
Amoz 4:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Skoet em eus warnoc'h gant ar mergl hag intr an ed. Ho liorzhoù, ho kwiniegi, ho kwez-fiez, ho kwez-olivez a zo bet debret gant ar c'hilheien-raden. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU. |
Pa vo er vro an naonegezh pe ar vosenn pe ar mergl pe an intr pe ar c'hilheien-raden pe ar preñvedigoù, pa vint sezizet en o bro hag en o dorojoù gant o enebourien, pa vo ur gouli pe ur c'hleñved bennak,
Pa vo er vro an naonegezh pe ar vosenn pe ar mergl pe an intr pe ar c'hilheien-raden pe ar preñvedigoù, pa vint sezizet en o bro hag en o dorojoù gant o enebourien, pa vo ur gouli pe ur c'hleñved bennak,
Perak c'hoazh skeiñ ganeoc'h pa gendalc'hit hoc'h emsavadeg? Ar penn holl a zo klañv, ar galon holl a zo diyac'h.
C'hwi holl hag a c'hwezh un tan hag a zo gourizet gant elf, it e-barzh flammoù ho tantad hag e-kreiz an elf hoc'h eus enaouet. Digant va dorn eo e teu deoc'h kement-se, e-kreiz ar poanioù e viot gourvezet.
Hag en desped da gement-se holl, Juda he c'hoar c'hanas n'eo ket distroet ouzhin a-greiz he c'halon, met gant touell, eme an AOTROU.
AOTROU! Ha n'eo ket ouzh ar wirionez e sell da zaoulagad? Skoet ec'h eus warno, ha n'o deus poan ebet. Kuzumiñ a rez anezho, ha ne fell ket dezho degemer ar gentel. Kaledet o deus o dremm muioc'h eget ur roc'h, ha nac'het o deus distreiñ.
Ne zistroint ket da vro Ejipt, met Asiria a vo o roue, rak n'eus ket fellet dezho dont en-dro etrezek ennon.
Ar c'hilhog-raden en deus debret nemorant ar c'hwil-derv, ar viskoulenn he deus debret nemorant ar c'hilhog-raden, ar preñvig en deus debret nemorant ar viskoulenn.
Lakaet he deus va gwinienn da vezañ ur glac'har, ha va fiezenn ur wasterezh. O diskaret ha diwisket he deus, ar skourroù a zo deuet gwenn.
Me a roio deoc'h en-dro ar bloavezhioù a zo bet debret gant ar c'hilhog-raden, ar viskoulenn, ar preñvig, ar c'hwil-derv, va arme vras am boa kaset a-enep deoc'h.
Ha me am eus kaset deoc'h naeter a zent en hoc'h holl gêrioù, ha diouer a vara en hoc'h holl diez. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.
Div, teir c'hêr a zo aet etrezek ur gêr all da evañ dour, ha n'o deus ket bet o gwalc'h. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.
Rak ar wezenn-fiez ne vleunio ket, ha ne vo ken a frouezh er gwiniegoù, frouezh ar wezenn-olivez a raio diouer, ar parkeier ne roint ken a vagadur. An deñved a yelo diwar wel er c'hraou-deñved, ha ne vo ken a ejened er c'hrevier-saout.
Skoet em eus warnoc'h dre an dev, dre ar mergl, dre ar grizilh en holl labour ho taouarn. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.
Abalamour deoc'h e kourdrouzin ar plaouier, ne zistrujo ket dirazoc'h frouezh ho touar, hag ho kwini ne vo ket dibrodu war ar maezioù, eme AOTROU an armeoù.
An AOTROU a skoio warnout gant al langis, an derzhienn, an danijenn, an devad, ar c'hleze, ar walenn hag an disliv, a heulio ac'hanout betek ma vi aet da goll.