O va gwinizh dornet, mac'het war al leur! Ar pezh am eus klevet a-berzh AOTROU an armeoù, a-berzh Doue Israel, am eus disklêriet deoc'h.
Amoz 3:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Al leon a yud, piv ne sponto ket? An Aotrou AOTROU a gomz, piv ne brofedo ket? |
O va gwinizh dornet, mac'het war al leur! Ar pezh am eus klevet a-berzh AOTROU an armeoù, a-berzh Doue Israel, am eus disklêriet deoc'h.
Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: Evel ma yud al leon, al leon yaouank war e breizh, pa'z eo galvet mesaerien a-niver a-enep dezhañ, evel n'eo ket spontet gant o mouezh ha n'en deus ket aon rak an niver anezho, evel-se e tiskenno AOTROU an armeoù da stourm war Venez Sion ha war e grec'hienn.
Pa lavaran: Ne rin ket meneg anezhañ, ha: Ne gomzin ken en e anv, ez eus em c'halon evel un tan devus, dastumet em eskern; en em rediañ a ran d'e zerc'hel, met ne c'hellan ket.
Jeremiaz a gomzas ouzh an holl briñsed hag ouzh an holl bobl o lavarout: An AOTROU eo en deus va c'haset da brofediñ a-enep an ti-mañ hag a-enep ar gêr-mañ an holl gomzoù hoc'h eus klevet.
En deiz-se e lakain ur c'horn da vountañ da di Israel, hag e tigorin dit da c'henoù en o zouez, hag e ouezint ez on me an AOTROU.
Lavarout a reas: An AOTROU a yudo eus Sion, hag e lakaio e vouezh da vezañ klevet eus Jeruzalem; peurvanoù ar vêsaerien a vo e kañv, ha lein ar C'harmel a zisec'ho.
Met graet hoc'h eus d'an Nazareiz evañ gwin, hag un urzh hoc'h eus roet d'ar brofeded o lavarout: Na brofedit ket!
Hag e yudo al leon er c'hoad hep kaout ur preizh? Hag e taolo al leonig e griadenn eus e doull hep bezañ tapet un dra bennak?
It, en em zalc’hit e-barzh an templ ha disklêriit d’ar bobl holl c’herioù ar vuhez-mañ.
Mar prezegan an Aviel, ne’m eus ket lec’h da dennañ gloar a gement-se, rak dalc’het on d’henn ober ha gwalleur din ma ne brezegan ket an Aviel!
Unan eus an henaourien a lavaras din: Na ouel ket. Setu, al leon a zo eus meuriad Juda, gwrizienn David, en deus trec’het evit digeriñ al levr ha dieren ar seizh siell anezhañ.