Amoz 3:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak an Aotrou AOTROU ne ra netra hep disklêriañ e sekred d'e servijerien ar brofeded. |
Doue a lavaras da Noe: Diwezh pep kig a zo deuet dirazon, rak an douar a zo leun a fallagriezh drezo. Setu, ez an d'o distrujañ gant an douar.
Kit, goulennatait an AOTROU evidon, evit ar bobl hag evit Juda a-bezh, diwar-benn komzoù al levr a zo bet kavet. Rak bras eo kounnar an AOTROU a zo entanet a-enep deomp, dre ma n'o deus ket sentet hon tadoù ouzh komzoù al levr-mañ, evit ober hervez kement a zo skrivet evidomp.
Setu perak ez an da zastum ac'hanout gant da dadoù, hag e vi dastumet e peoc'h ez pez, ha da zaoulagad ne welint ket an holl zroug ez an da lakaat da vont war al lec'h-mañ. Hag e tegasjont ar gomz-se d'ar roue.
Unan eus e servijerien a lavaras dezhañ: N'eus hini ebet, o roue va aotrou! Met Elizea, ar profed a zo en Israel, a zisklêr da roue Israel ar c'homzoù a lavarez er gambr ma kouskez.
Tra guzhet an AOTROU a zo evit ar re a zouj anezhañ, ha reiñ a raio da anavezout dezho e emglev.
Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: En em zerc'hel a rin sioul, hag e sellin diouzh va chomlec'h, evel un tommder skedus er sklerijenn, evel ur goabrenn a c'hlizh e tommder an eost.
Ma vijent bet em c'huzul, o dije roet da anavezout va c'homzoù da'm fobl, hag o dije distroet anezho eus o hent fall hag eus drougiezh o oberoù.
En deiz-se e lakain ur c'horn da vountañ da di Israel, hag e tigorin dit da c'henoù en o zouez, hag e ouezint ez on me an AOTROU.
Koulskoude disklêriañ a rin dit ar pezh a zo skrivet e skritur ar wirionez. N'eus den hag en em zalc'hfe ganin en traoù-se, nemet Mikael ho penn.
Bremañ e tisklêrin dit ar wirionez: Setu, e vo c’hoazh tri roue e Persia, hag ar pevare a berc'henno muioc'h a binvidigezhioù eget an holl reoù all. Ha pa vo deuet da vezañ galloudek gant e binvidigezhioù, hemañ a atizo an holl dud a-enep rouantelezh Javan.
Ar roue a respontas da Zaniel o lavarout: A-dra-sur ho Toue a zo Doue an doueoù hag Aotrou ar rouaned, hag e tiskuilh an traoù kuzhet, rak ec'h eus gellet diskuliañ an dra guzhet-se.
N’ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kalvet em eus mignoned, abalamour ma em eus roet deoc’h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad.
Diskuliadur Jezuz-Krist, roet dezhañ gant Doue evit diskouez d’e servijerien an traoù a dle c’hoarvezout prest, hag en deus kaset ha roet da anavezout dre e ael d’e servijer Yann,
Skriv an traoù ac’h eus gwelet, hag ar re a zo, hag ar re a dle en em gavout goude ar re-mañ,
met en deizioù ma vo klevet mouezh ar seizhvet ael, pa grogo gant seniñ, mister Doue a vo peurc’hraet, evel m’en doa disklêriet d’e servijerien ar brofeded.
Goude-se e sellis ha setu, un nor a oa digor en neñv. Ar c’hentañ mouezh em boa klevet, evel hini un drompilh, a gomzas ganin hag a lavaras: Pign amañ hag e tiskouezin dit an traoù a dle c’hoarvezout goude ar re-mañ.