An nemorant a dec'has da gêr Afek, e-lec'h ma kouezhas ar voger war seizh mil den warn-ugent a oa manet eno. Ben-Hadad ivez a dec'has hag a yeas da gêr, e-lec'h ma kuzhas a gambr da gambr.
Amoz 3:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-henn e komz an AOTROU: Evel ma savete ar mesaer diouzh genoù al leon div c'har pe un tamm skouarn, evel-se e vo saveteet mibien Israel a zo azezet e Samaria war gorn ur gwele ha war ur ballenn eus Damask. |
An nemorant a dec'has da gêr Afek, e-lec'h ma kouezhas ar voger war seizh mil den warn-ugent a oa manet eno. Ben-Hadad ivez a dec'has hag a yeas da gêr, e-lec'h ma kuzhas a gambr da gambr.
Ben-Hadad a lavaras dezhañ: Reiñ a rin dit en-dro ar c'hêrioù en doa va zad tapet da'z tad, hag e ri straedoù dit e Damask, evel m'en doa va zad graet e Samaria. Hag Akab a lavaras: Me az lezo da vont gant an emglev-se. Ober a reas un emglev gantañ, hag en lezas da vont kuit.
Roue Asiria a selaouas outañ. Pignat a reas a-enep Damask, hag e tapas anezhi, hag e harluas he fobl betek Kir, hag e lakaas Rezin d'ar marv.
Palennoù gwenn, gwer ha limestra a oa staget gant kerdin lin fin ha tane ouzh lagadennoù arc'hant ha peulioù marmor. Gweleoù aour hag arc'hant a oa lakaet war bavezioù porfir, marmor, nakr ha marbr-du.
Pa zistroas ar roue eus liorzh ar palez da di ar fest, Haman a oa kouezhet war ar gwele ma oa Ester warnañ. Ar roue a lavaras: Hag e vefe feuls e-keñver ar rouanez dirazon, en ti-mañ? Adalek ma voe deuet ar gomz-se eus genoù ar roue, e voe goloet e zremm da Haman.
En deiz-se an den a sello ouzh an Hini en deus graet anezhañ, hag a zroio e zaoulagad etrezek Sant Israel.
Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: Evel ma yud al leon, al leon yaouank war e breizh, pa'z eo galvet mesaerien a-niver a-enep dezhañ, evel n'eo ket spontet gant o mouezh ha n'en deus ket aon rak an niver anezho, evel-se e tiskenno AOTROU an armeoù da stourm war Venez Sion ha war e grec'hienn.
Rak a-raok ma ouio ar bugel gervel: Va zad! Va mamm! e vo lamet a-zirak roue Asiria pinvidigezhioù Damask ha preizh Samaria.
Gourvezet war weleoù olifant, astennet war o dilhad, e tebront oaned eus an tropell ha leueoù eus al lec'h ma'z int lartaet.
Setu, daoulagad an Aotrou AOTROU a zo war ar rouantelezh bec'herez-se, hag e tistrujin anezhi a-ziwar c'horre an douar. Koulskoude ne zistrujin ket holl di Jakob, eme an AOTROU.