Amoz 3:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned N'ouzont ket ober ar pezh a zo reizh, eme an AOTROU, hag e taspugnont taerder ha laeroñsi en o falezioù. |
Ha kollet eo ganto o skiant, an holl vicherourien a zireizhder-se? Plaouiañ a reont war va fobl evel ma tebrjent bara. N'aspedont ket an AOTROU,
Ar re zrouk ne gomprenont ket ar varnedigezh, met ar re a glask an AOTROU a gompren pep tra.
Goude-se ez on en em lakaet da sellout ouzh an holl waskerezhioù a vez graet dindan an heol. Ha setu, ar re wasket a skuilh daeroù, ha n'o deus frealzer ebet. An nerzh a zo e tu ar re o gwask, met evito n'eus frealzer ebet.
Va fobl a zo diskiant, n'anavezont ket ac'hanon. Mibien sot, diboell, barrek d'ober an droug, n'ouzont ket ober ar mad.
Lavaret em eus: N'eo nemet ar re-vihan en em ziskouez diskiant, rak n'anavezont ket hent an AOTROU.
na wallgas den, a ro d'an dleour e c'houestl en-dro, na ra ket a laeroñsi, a ro e vara d'an ezhommeg, a c'holo gant un dilhad an hini a zo en noazh,
Pobl ar vro o deus en em roet d'ar gwaskerezh, graet o deus laeroñsi, mac'het o deus ar glac'haret hag ar paour, gwasket o deus an diavaeziad a-enep pep reizhder.
Hag e lavaras din: Mab an den, hag ec'h eus gwelet? Ha re nebeut eo evit ti Juda ober an traoù euzhus a reont amañ? Rak leuniet o deus ar vro gant feulster hag atizet o deus va c'hounnar. Ha setu, e tostaont ur skourrig ouzh o fri.
Pa felle din yac'haat Israel, direizhder Efraim ha drougiezh Samaria a zo en em zispaket. Rak graet o deus faosoni, al laer a zo deuet e-barzh hag ar vandenn he deus skrapet er-maez.
Selaouit ar gomz-mañ, buoc'hed Basan, a zo war venez Samaria, a wask ar beorien, a wallgas an ezhommeien, a lavar d'o mestroù: Degasit hag evomp!
Daoust hag e redo war ar roc'h ar c'hezeg, daoust hag e vo aret gant ejened, evit ma hoc'h eus troet ar varnedigezh en ampoezon, ha frouezh ar reizhder en huelenn?
An Aotrou AOTROU en deus touet drezañ e-unan, eme an AOTROU, Doue an armeoù: Euzh am eus ouzh lorc'h Jakob, kasaat a ran e balezioù, dereiñ a rin ar gêr hag ar pezh a zo enni,
Daoust hag ez eus c'hoazh e ti an den direizh teñzorioù prenet disleal, hag un efa re vihan, ar pezh a zo un euzhusted?
Hag e kastizin en deiz-se an holl re a lamm dreist an treuzoù, hag ar re a leugn ti o aotrou a daerder hag a floderezh.
Rak a-ratozh eo n’ouzont ket kement-mañ: an neñvoù a voe gwechall krouet dre c’her Doue, kenkoulz hag an douar a oa er-maez eus an dour hag en dour,