Amoz 1:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh mibien Ammon, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus faoutet kof dougerezed Galaad evit astenn o harzoù.
Kas a reas gantañ ivez ar bobl a oa enni, hag o lakaas da droc'hañ gant heskennoù, ogedoù-houarn ha bouc'hili-houarn, hag e reas dezho labourat d'ar forn-vrikennoù. Ober a reas evel-se da holl gêrioù mibien Ammon, ha David a zistroas da Jeruzalem gant an holl bobl.
Neuze Menahem a skoas war Difsak ha war an holl re a oa gantañ, ha war e vro adalek Tirza. Dre ma n'he doa ket digoret he dorioù dezhañ, e skoas warni. Ha faoutañ a reas o c'hofoù d'hec'h holl zougerezed.
An AOTROU a gasas a-enep dezhañ soudarded eus Kaldea, soudarded eus Siria, soudarded eus Moab, ha soudarded eus Ammon. O c'has a reas a-enep Juda evit e zistrujañ, hervez ar gomz en doa disklêriet an AOTROU dre e servijerien.ar brofeded.
Hazael a lavaras: Perak e ouel va aotrou? Hag e respontas: Rak gouzout a ran pegement a zroug a ri da vibien Israel. Lakaat a ri an tan en o c'hreñvlec'hioù, lazhañ a ri gant ar c'hleze o zud yaouank, flastrañ a ri o bugale vihan, faoutañ a ri kofoù o dougerezed.
Bremañ, setu mibien Ammon ha Moab, hag ar re eus menez Seir, ha na'z poa ket lezet mibien Israel da vont en o zouez pa zeuent eus bro Ejipt, hag e tistrojont diouto ha n'o deus ket o distrujet,
Met Samballad an Horonad, Tobija ar servijer Ammonad, ha Geshem an Arab, o vezañ klevet-se, a rejont goap ouzhimp hag hon disprizas o lavarout: Petra a rit? En em sevel a rit a-enep ar roue?
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Damask, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus gwasket Galaad gant ogedoù houarn.
hag e tostai ouzh mibien Ammon, met na stourm ket a-enep dezho ha na vrezel ket outo, rak ne roin netra eus bro mibien Ammon dit en hêrezh; roet em eus anezhi da vibien Lot da hêrezh.