Agge 2:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Ur wech c'hoazh, a-benn nebeut, e vrañsellin an neñvoù hag an douar, ar mor hag ar sec'h. |
em estrenvan em eus aspedet an AOTROU ha kriet da'm Doue. Eus e balez en deus klevet va mouezh, hag ar c'hriadennoù am eus laosket war-zu ennañ a zo savet betek e zivskouarn.
C'hoazh ur pennadig hag an den fall ne vo ken, sellout a ri ouzh e lec'h ha ne vo ken eno.
Lakaat a rin an neñvoù da grenañ, an douar a vo dilec'hiet gant kounnar AOTROU an armeoù, en deiz e gounnar entanet.
Hag ez aint e kevioù ar reier, hag e toulloù an douar, evit tec'hout diwar spont an AOTROU ha gloar e Veurded, pa savo evit skeiñ gant an douar.
C'hoazh un nebeudig amzer hag e vo troet al Liban en ul liorzh frouezhus, hag al liorzh frouezhus a vo sellet evel ur goadeg.
Holl arme an neñvoù en em deuzo, an neñvoù a vo ruilhet evel ul levr, hag o holl arme a gouezho, evel ma kouezh delienn ar winienn, evel ma kouezh hini ar fiezenn.
Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma sevenin an traoù mat am eus disklêriet war di Israel ha war di Juda.
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Merc'h Babilon a zo evel ul leur en amzer ma vez mac'het, c'hoazh un nebeudig hag e teuio amzer hec'h eost.
Hag e lavaran em gwarizi, e tan va c'hounnar: Ya, en deiz-se e vo ur grenadenn vras e bro Israel.
Pesked ar mor, laboused an neñvoù, loened ar parkeier, pep stlejvil a ruz war an douar, hag an holl dud a zo war c'horre an douar a greno dirazon. Ar menezioù a vo diskaret, ar reier uhel a gouezho, an holl vogerioù a vo taolet d'an douar.
An AOTROU a yudo eus Sion, hag e vo klevet e vouezh eus Jeruzalem. An neñvoù hag an douar a vo brañsellet, met an AOTROU a vo ur vodenn evit e bobl hag an nerzh evit mibien Israel.
Burzhudoù a ziskouezin d’an nec’h en neñv, ha mirakloù d’an traoñ war an douar, gwad, tan hag un aezhenn a voged.
Rak c’hoazh un nebeudig, gwall nebeud amzer, hag an hini a zeu a erruo ha ne zaleo ket.
Tud a-douez pep pobl, pep meuriad, pep yezh ha pep broad, a welo o c’horfoù e-pad tri devezh hanter, ha ne lezint ket o lakaat er bez.