E-pad seizh devezh e ri an dic'haou evit an aoter hag e ouestli anezhi, hag an aoter a vo un dra santel-meurbet. Kement a stoko ouzh an aoter a vo gouestlet.
Agge 2:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar doug unan bennak kig santelaet e pleg e vantell, ha ma stok gant ar vantell-se ouzh bara, pe ouzh ur meuz poazhet, pe gwin, pe eoul, pe ur boued bennak, daoust hag-eñ e teu an dra-se da vezañ santel? An aberzhourien a respontas o lavarout: Ne zeu ket. |
E-pad seizh devezh e ri an dic'haou evit an aoter hag e ouestli anezhi, hag an aoter a vo un dra santel-meurbet. Kement a stoko ouzh an aoter a vo gouestlet.
Ar c'helien marv a vrein hag a laka da verviñ eoul ar fronder; evel-se e ra un nebeud a follentez e-keñver an hini a zo prizet evit e furnez hag e c'hloar.
Pa'z aint d'al leurenn diavaez, d'al leurenn diavaez etrezek ar bobl, e tiwiskint o dilhad ma o deus servijet ganto, hag o lakaint er c'hambroù santel, hag e wiskint dilhad all, evit na santelaint ket ar bobl gant o dilhad.
Piv bennak a stoko ouzh e gig a vo santelaet. Mar strink gwad war un dilhad bennak, e walc’hi el lec’h santel an dilhad a zo bet strinket gwad warnañ.
Pep den e-touez an aberzhourien a zebro dioutañ; debret e vo el lec’h santel. Un dra santel-meurbet eo.
Kelenn a raint da varnedigezhioù da Jakob, ha da lezenn da Israel. Lakaat a raint ar c'hwezh-vat dindan da zivfron, hag al loskaberzh war da aoter.