La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Agge 1:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

En abeg da-se, an neñvoù dreistoc'h a zalc'h ar c'hlizhenn, hag an douar a zalc'h e eost.

Ver Capítulo



Agge 1:10
8 Referencias Cruzadas  

Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazañ! E-pad ar bloavezhioù-mañ ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.


Pa vo serret an neñvoù ha ne vo ket a c'hlav, evit bezañ pec'het a-enep dit, mar pedont ac'hanout el lec'h-mañ, mar roont gloar da'z anv, mar distroont diouzh o fec'hedoù dre ma ez po kastizet anezho,


Setu perak ec'h adkemerin va gwinizh en e amzer ha va gwin en e goulz, hag e tapin kuit va gloan ha va lin a c'holoe he noazhder.


hag e frikin ourgouilh ho kalloud. Lakaat a rin ho neñv evel houarn hag ho touar evel arem.


Hadet hoc'h eus kalz, met dastumet hoc'h eus nebeut; debret hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket bet ho kwalc'h; evet hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket torret ho sec'hed; gwisket hoc'h eus, met n'oc'h ket tommet; gounid an hini en em c'hopra a zo lakaet en ur sac'h toullet.