Abdia 1:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha ne vo ket en deiz-se, eme an AOTROU, ma lakain da get ar re fur eus Edom, hag ar skiant eus menez Ezaü? |
Priñsed Zoan n'int nemet tud diskiant, ar c'huzul eus alierien fur Faraon a zo deuet da vezañ ur bodad amoet. Penaos e lavarit da Faraon: Me ’zo mab ar furien, mab ar rouaned kozh?
Pelec'h emaint? Pelec'h emañ da re fur? Ra zisklerint dit bremañ, ra gemennint ar pezh en deus divizet AOTROU an armeoù a-enep an Ejipt.
Spered an Ejipt a vanko en he c'hreiz, hag e tistrujin he c'huzul; hag e c'houlennint alioù digant an idoloù, an divinourien, ar c'houlennataerien speredoù hag ar sorserien.
en abeg da-se e kendalc'hin d'ober burzhudoù e-keñver ar bobl-mañ, burzhudoù ha mirakloù, ha furnez ar re fur a vo kaset da get, ha skiant ar re skiantek a vo kaset da netra.