La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Abdia 1:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Penaos eo bet furchet Ezaü? Penaos eo bet dizoloet e draoù kuzhet?

Ver Capítulo



Abdia 1:6
8 Referencias Cruzadas  

D'ar mestr-kaner; salm David. Va furchet ec'h eus ha va anavezet.


O bugale a vo friket dindan o daoulagad, o ziez a vo laeret, o gwragez a vo gwallet.


Reiñ a rin dit an teñzorioù kuzhet, ar pinvidigezhioù ar muiañ skoachet, evit ma'c'h ouezi ez on-me an AOTROU, an hini a c'halv ac'hanout dre da anv, me Doue Israel.


Met me am eus diwisket Ezaü ha dizoloet e lec'hioù kuzh, ne c'hello ket en em guzhat. E lignez, e vreudeur hag e amezeien a zo distrujet, ha n'emañ ken.


Ar c'hleze a zo war he c'hezeg, war he c'hirri ha war an dud a bep meskaj a zo en o zouez: ra zeuint da vezañ evel maouezed! Ar c'hleze a zo war he zeñzorioù: ra vint preizhet!


Eñ eo a ziskuilh an traoù don ha kuzhet, hag a anavez ar pezh a zo en deñvalijenn. Emañ ar sklêrijenn o chom gantañ.