Ar re deuet en e c'houde a vo souezhet eus deiz e zistruj, ar re deuet a-raok a vo karget a spont.
Abdia 1:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Na gav ket dudi o welout deiz da vreur, deiz e enkrez; na laouena ket war vibien Juda en deiz o distruj; na zigor ket ur genoù frank en deiz an estrenvan; |
Ar re deuet en e c'houde a vo souezhet eus deiz e zistruj, ar re deuet a-raok a vo karget a spont.
mard on bet laouenaet gant gwalleur va enebour, mar em eus tridet a levenez p'en deus an droug e dapet,
Rak chas a zo deuet en-dro din, un engroez a dud fall o deus va enkelc'hiet, toullet o deus va daouarn ha va zreid.
AOTROU, ra ne vin ket mezhek rak da aspedet em eus, ra vo mezhek ar re zrouk, ma vo o genoù serret e lec'h ar marv!
Ha pa em eus brañsellet, ez int en em vodet laouen, en em vodet int hep ma ouien, o skeiñ ac'hanon, o regiñ ac'hanon hep paouez.
Lakaat a raio an droug da gouezhañ war va enebourien. Hervez da wirionez, distruj anezho!
An hini a ra goap ouzh ar paour a zismegañs e grouer, hag an hini a laouena eus ur gwalleur ne chomo ket digastiz.
Dre da servijerien ec'h eus dismegañset an Aotrou, hag ec'h eus lavaret: Gant niver va c'hirri em eus pignet war-lein ar menezioù, war grec'hioù al Liban. Troc'hañ a rin e wez-sedrez uhelañ hag e wez-siprez kaerañ, mont a rin betek e lein diwezhañ, betek koadeg ar C'harmel.
Da holl enebourien o deus digoret o genoù a-enep dit. C'hwitellat a reont ha skrignal o dent en ur lavarout: He lonket hon eus! Ya, amañ emañ an deiz a c'hortozemp, erru eo, e welout a reomp!
Tridal a ri hag e laouenai, merc'h Edom, a zo o chom e bro Uz! An hanaf a dremeno ivez etrezek ennout, mezv ha lakaet en noazh e vi
Hag e ouezi am eus me an AOTROU klevet an dismegañsoù ac'h eus disklêriet a-enep menezioù Israel o lavarout: Drastet int, roet int deomp da voued.
Evel ma'z out bet laouenaet diwar-benn hêrezh ti Israel pa voe drastet, evel-se e rin dit. Te a vo drastet Menez Seir, gant Edom en e bezh, hag e ouezint ez on me an AOTROU.
en abeg da-se, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: A-dra-sur, e tan va gwarizi em eus komzet a-enep ar broadoù all hag a-enep Edom, o deus en em roet dezho o-unan va bro da berc'hennañ, gant levenez en o c'halon ha dismegañs en o ene, evit ober anezhi un douar digor d'ar preizh.
Ha bremañ meur a vroad en em zastum ez enep, hag a lavar: Ra vo saotret, ra welo hol lagad en Sion ar pezh a fell dezhañ!
Evel-se an teod a zo ivez un ezel bihan, hag en em c’hwezh a draoù bras. Sellit penaos un tan bihan a c’hell enaouiñ ur goadeg bras.
O terc’hel lavarioù c’hwezhet gant fouge, e tennont dre zroukc’hoantoù ar c’hig hag gant an hudurniezh tud hag o doa nebeud a-raok tec’het diouzh ar re a vev en diroll,
Tud int ha ne reont nemet grozmolat, en em glemm bepred, a gerzh hervez o droukc’hoantoù, o genoù a lavar komzoù ourgouilhus, doujañ a reont tud dre interest.
Roet e voe dezhañ ur genoù a lavare traoù bras ha mallozhioù, ha roet e voe dezhañ ar galloud d’oberiañ e-pad daou viz ha daou-ugent.
Na lavarit ket kement a gomzoù rok. Ra ne zeuio ket komzoù balc'h eus ho kenoù, rak an AOTROU eo un Doue a anavez pep tra, ha gantañ eo pouezet an oberoù.