Eñ a lavaras: Ra vo ar peoc'h ganeoc'h! N'ho pet ket aon, ho Toue eo. Doue ho tad eo an hini en deus roet un teñzor deoc'h en ho seier, resevet em eus hoc'h arc'hant. Hag e tegasas dezho Simeon.
3 Yann 1:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned rak spi am eus ez kwelin prest, hag e e komzimp genoù ouzh genoù. Ar peoc’h ra vo ganit! Ar vignoned a salud ac’hanout. Salud ar vignoned, pep hini dre e anv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) rag esperoud a ran da velet hep‐dale, hag e komzimp genou ouz genou. |
Eñ a lavaras: Ra vo ar peoc'h ganeoc'h! N'ho pet ket aon, ho Toue eo. Doue ho tad eo an hini en deus roet un teñzor deoc'h en ho seier, resevet em eus hoc'h arc'hant. Hag e tegasas dezho Simeon.
Ar roue Nebukadnezar d'an holl bobloù, broadoù, yezhoù, a zo o chom war an douar holl: Ra vo kresket ar peoc'h ganeoc'h!
Ar porzhier a zigor dezhañ an nor hag an deñved a glev e vouezh. Gervel a ra e zeñved e-unan dre o anv hag e kas anezho er-maez.
An abardaez eus an deiz-se, a oa ar c’hentañ eus ar sizhun, dorioù al lec’h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas, en em ziskouezas en o c’hreiz hag a lavaras dezho: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h!
Jezuz a lavaras dezho a-nevez: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h! Evel m’en deus an Tad va c’haset, e kasan ivez ac’hanoc’h.
Ra vo ar peoc’h roet d’ar vreudeur, hag ar garantez ivez gant ar feiz, a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
Saludit an eil egile dre ur pok a garantez. Ra vo ar peoc’h ganeoc’h holl a zo e Jezuz-Krist! Amen.
Petra bennak ma em eus kalz a draoù da skrivañ deoc’h, ne fell ket din henn ober gant paper ha liv, met spi am eus ez in betek ennoc’h hag e komzimp genoù ouzh genoù, evit ma vo peurvat hol levenez.