Rak Ezdra en doa lakaet e galon da studiañ lezenn an AOTROU, d'he mirout, ha da gelenn en Israel ar reolennoù hag ar barnedigezhioù.
2 Timote 2:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An traoù ac’h eus klevet diganin dirak meur a dest, fizi anezho e tud feal a vo barrek da gelenn ivez ar re all. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag an traou ec’h euz klevet ganen, dirag kalz a destou, laka anezhe etre daouarn tud fidel, pere a vezo ive capabl d’ho diski d’ar re all. |
Rak Ezdra en doa lakaet e galon da studiañ lezenn an AOTROU, d'he mirout, ha da gelenn en Israel ar reolennoù hag ar barnedigezhioù.
Ha te Ezdra, laka melestrourien ha barnerien hervez furnez da Zoue a zo ennout, evit ma varnint an holl dud a zo en tu all d'ar stêr, an holl re a anavez lezennoù da Zoue; hag o c'helenni d'ar re n'o anavez ket.
ha roet em eus va urzhioù da'm breudeur Hanani ha da Hanania, mestr ar c’hreñvlec’h e Jeruzalem. Eñ a oa un den leal, a zouje Doue muioc'h eget kalz a re all.
Va daoulagad a vo war dud feal ar vro, evit ma chomint ganin. An hini a gerzh war hent an eeunder am servijo.
Ur profed en deus bet un huñvre, ra zisklêrio e huñvre, hag an hini en deus bet va c'homz, ra lavaro va c'homz e gwirionez. Petra en deus ar plouz d'ober gant ar gwinizh? eme an AOTROU.
Kemeret e vo mein all hag e vint lakaet e-lec’h ar re gentañ; kemeret e vo pri-raz all evit induañ an ti.
Rak muzelloù an aberzhour a zle mirout an anaoudegezh, hag eus e c'henoù e klasker al lezenn, rak kannad AOTROU an armeoù eo.
Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor.
An Aotrou a lavaras: Piv eo ar merour feal ha fur en deus ar mestr lakaet war e vevelien evit reiñ dezho en amzer dereat o muzuliad ed?
Grasoù ra vo roet da Zoue, dre ma laka ac’hanomp atav da drec’hiñ e Krist hag e skuilh drezomp c’hwezh-vat e anaoudegezh e pep lec’h.
N’eo ket e vefemp barrek ac’hanomp hon-unan da soñjal un dra bennak evel pa deufe ac’hanomp, met hor galloud a zeu eus Doue.
Kelennet oc’h bet diwar he fenn gant Epafraz, hor c’henlabourer karet-mat er servij, hag a zo evidoc’h ur ministr feal eus Krist
Trugarekaat a ran an hini en deus va nerzhet, Jezuz-Krist hon Aotrou, dre ma en deus va c’havet feal o lakaat ac’hanon er servij,
Ar gourc’hemenn-mañ a roan dit, va mab Timote, hervez ar profediezhoù a zo bet graet diaraok diwar da benn, ma stourmi hervez ar profediezhoù-se ar stourm mat,
Na zilez ket an donezon a zo ennout hag a zo bet roet dit dre brofediezh gant lakadur-daouarn kuzul an henaourien.
Mar displegez an traoù-se d’ar vreudeur, e vi ur ministr mat eus Jezuz-Krist, maget gant gerioù ar feiz hag ar gelennadurezh vat ac’h eus heuliet.
Na laka da zaouarn war den re vuan ha na gemer ket lod e pec’hedoù ar re all. En em vir glan da-unan.
Stourm ar stourm mat eus ar feiz, krog er vuhez peurbadus ez out bet galvet dezhi, hag ec’h eus graet eviti un anzavadenn gaer dirak kalz a destoù.
Evidout, heuliet ec’h eus va deskadurezh, va c’hundu, va menoz, va feiz, va fasianted, va c’harantez, va dalc’husted,
Evidout, chom start en traoù ac’h eus desket hag anavezet evel asur, o c’houzout gant piv ec’h eus o desket.
Dre-se eo bet ret ma teuje e pep tra heñvel ouzh e vreudeur, evit ma vije ur beleg meur trugarezus ha feal en traoù a sell ouzh Doue, evit dasprenañ pec’hedoù ar bobl,
Me a lakaio din un aberzhour feal, unan hag a raio hervez va c'halon ha va ene. Hag e savin dezhañ un ti padus, hag e kerzho dirak va olevad da viken.