Dont a reas e Derb hag e Listra. Ha setu, bez’ e oa eno un diskibl anvet Timote, mab da ur Yuzevez hag a grede ha da un tad Gresian.
2 Timote 1:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned da Dimote, va mab karet-mat: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Graz, trugarez ha peoc’h aberz Doue an Tad, ha Jesus‐Christ hon Aotrou! |
Dont a reas e Derb hag e Listra. Ha setu, bez’ e oa eno un diskibl anvet Timote, mab da ur Yuzevez hag a grede ha da un tad Gresian.
d’an holl dud karet-mat gant Doue a zo e Rom, galvet da vezañ santelaet: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
N’en em veñjit ket hoc’h-unan, re garet-mat, met lezit ar gounnar d’ober, rak skrivet eo: Din-me eo ar veñjañs, me eo a rento, eme an Aotrou.
Abalamour da gement-se eo em eus kaset deoc’h Timote, va mab karet-mat ha feal en Aotrou. Degas a raio soñj deoc’h eus va hentoù e Krist ha penaos e prezegan dre holl en holl Ilizoù.
Dre-se, va breudeur karet-mat ha ker meurbet, va levenez ha va c’hurunenn, chomit start en doare-se en Aotrou, va re garet-mat.
da Dimote, va gwir vab er feiz: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou!
da Dit, va gwir vab en hor feiz kumun: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist hor Salver!
o c’hortoz an esperañs benniget hag emziskouez gloar hon Doue bras ha Salver Jezuz-Krist,
N’eus ket evidon ur brasoc’h levenez eget klevout penaos e kerzh va bugale er wirionez.