2 Timote 1:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue evit prezeg promesa ar vuhez a zo e Jezuz-Krist, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Paol, abostol Jesus‐Christ, dre volontez Doue, evit annons ar bromessa euz ar vuez a zo en Jesus‐Christ, da Dimoteus, va mab muia‐karet. |
Hag ar vuhez peurbadus eo ma’c’h anavezint ac’hanout, te ar gwir Doue nemetañ, ha Jezuz-Krist, an hini ac’h eus kaset.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c’haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d’ar vuhez.
Setu amañ bolontez an hini en deus va c’haset, ma teuio piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ da gaout ar vuhez peurbadus, hag en adsavin a varv d’an deiz diwezhañ.
An hini a zebr va c’hig hag a ev va gwad en deus ar vuhez peurbadus, hag ec’h adsavin anezhañ a varv d’an deiz diwezhañ.
hag, evel m’en deus ar pec’hed renet er marv, e reno ar c’hras ivez dre ar reizhder evit reiñ ar vuhez peurbadus dre Jezuz-Krist hon Aotrou.
Rak gopr ar pec’hed eo ar marv, met donezon Doue eo ar vuhez peurbadus e Jezuz-Krist hon Aotrou.
Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, hag ar breur Timote, da Iliz Doue a zo e Korint ha d’an holl sent a zo en Akaia a-bezh:
N’eus ken na Yuzev na Gresian, n’eus ken na sklavour na den frank, n’eus ken na gwaz na gwreg, rak holl emaoc’h unan e Jezuz-Krist.
da c’houzout eo penaos ar baganed a zo kenheritourien, a reont un hevelep korf hag a gemeront lod en e bromesa e Krist dre an Aviel,
ha ma tastumint evel-se evit an amzer da zont un teñzor lec’hiet war un diazez start evit kaout ar vuhez peurbadus.
hag a zo bet bremañ diskuliet dre zonedigezh hor Salver Jezuz-Krist, en deus distrujet ar marv ha lakaet er sklêrijenn ar vuhez hag an divarvelezh dre an Aviel,
Dalc’h er feiz hag er garantez a zo e Jezuz-Krist ar skouer eus ar gerioù yac’h ac’h eus klevet diganin.
en deus hor salvet hag hor galvet dre ur c’halvedigezh santel, nann hervez hon oberoù, met hervez e ziviz e-unan hag hervez e c’hras a zo bet roet deomp e Jezuz-Krist a-raok an amzerioù peurbadus,
Dre-se e c’houzañvan an holl draoù abalamour d’ar re zibabet, evit m’o devo ivez ar silvidigezh a zo e Jezuz-Krist gant ar gloar peurbadus.
Abaoe da vugaleaj ec’h anavezez ar Skriturioù Santel a c’hell da zeskiñ evit ar silvidigezh dre ar feiz a zo e Jezuz-Krist.
en esperañs ar vuhez peurbadus he deus Doue prometet a-raok an amzerioù peurbadus, eñ ha ne c’hell ket gaouiadiñ,
da Dit, va gwir vab en hor feiz kumun: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist hor Salver!
Ha dre-se eo an hanterour eus un emglev nevez, evit, ur wech paeet dre ar marv an torridigezhioù graet dindan an emglev kentañ, ma resevo ar re c’halvet ar bromesa eus un hêrezh peurbadus.