Ha droukkomzet en deus eus da servijer dirak ar roue va aotrou. Met ar roue va aotrou a zo evel un ael a-berzh Doue. Gra ar pezh a gavi mat.
2 Samuel 9:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mefiboshed a oa o chom e Jeruzalem, rak dalc'hmat e tebre ouzh taol ar roue. Hag e oa mac'hagnet eus e zaoudroad. |
Ha droukkomzet en deus eus da servijer dirak ar roue va aotrou. Met ar roue va aotrou a zo evel un ael a-berzh Doue. Gra ar pezh a gavi mat.
Jonatan mab Saül en doa ur mab mac'hagnet e dreid. Pa oa oadet a bemp bloaz, pa zeuas eus Jizreel ar c'heloù diwar-benn Saül ha Jonatan, e vagerez en kemeras hag a dec'has, hag evel ma'c'h haste tec'hout, e kouezhas hemañ, hag e teuas da vezañ kamm. E anv a oa Mefiboshed.
Mefiboshed en doa ur mab yaouank anvet Mika. An holl re a oa o chom e ti Ziba a oa servijerien Mefiboshed.
Ar roue a lavaras: Ha n'eus den ken eus ti Saül, ma rin en e geñver trugarez hervez Doue? Ha Ziba a respontas d'ar roue: Bez' ez eus c'hoazh ur mab da Jonatan, mac'hagnet e dreid.
David a lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, rak a-dra-sur e rin vad dit, abalamour da Jonatan da dad, hag e roin dit holl zouaroù Saül da dad, hag e tebri bara da viken ouzh va zaol.
Goude ma voe cheñchet e zilhad prizonier dezhañ, e tebras dalc'hmat dirazañ e-pad holl amzer e vuhez.