La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




2 Samuel 8:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

hag e lakaas gwarnizonoù en Edom. Dre-holl en Edom e lakaas gwarnizonoù, hag an holl Edomiz a voe sujet da Zavid. An AOTROU a ziwalle David e pep lec'h ma'z ae.

Ver Capítulo



2 Samuel 8:14
18 Referencias Cruzadas  

An AOTROU a lavaras: Div vroad a zo ez kof ha div bobl en em lodenno o tont ac’hanout. Unan eus ar pobloù-se a vo kreñvoc’h eget egile, hag an hini vrasañ a servijo an hini vihanañ.


Ra servijo pobloù ac'hanout ha ra stouo broadoù dirazout! Bez mestr da vreudeur ha ra stouo mibien da vamm dirazout! Ra vo milliget piv bennak az milligo, ha ra vo benniget piv bennak az pennigo!


Ha David a zeue da vezañ brasoc'h-brasañ; an AOTROU, Doue an armeoù, a oa gantañ.


bet on ganit e kement lec'h ma ec'h eus kerzhet, distrujet em eus da holl enebourien dirazout, graet em eus dit un anv bras, evel anv ar re vras a zo war an douar,


David a renas war holl Israel, o tougen barn ha reizhder d'e holl bobl.


David a lakaas ur gwarnizon e Siria eus Damask, hag ar Siriz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj. An AOTROU a ziwalle David e pep lec'h ma'z ae.


En amzer ma oa bet David en Edom, pa bignas Joab penn an arme da sebeliañ ar re lazhet, e lazhas holl baotred Edom;


Lemel a reas eus ar vro ar baotred oc'h en em reiñ d'ar gasterezh, ar re a oa chomet abaoe amzer Asa e dad.


Ne oa ket a roue en Edom, met ur gouarnour a oa besroue.


Skeiñ a reas war dek mil den eus Edom e traonienn an Holen, hag e tapas Sela dre vrezel, hag ec'h anvas anezhi Jokteel, an anv he deus miret betek hiziv.


An AOTROU a voe gantañ, e kement lec'h ma'z ae e rae berzh. En em sevel a reas a-enep roue Asiria, ha ne voe ken sujet dezhañ.


hag e lakaas gwarnizonoù en Edom, hag an holl Edomiz a voe sujet da Zavid. An AOTROU a ziwalle David e pep lec'h ma'z ae.


D'ar mestr-kaner; war "Shushan-Edud"; "Miktam" David, evit kelenn.