Koulskoude, te ac'h eus lavaret: A-dra-sur e vin mat ez keñver hag e lakain da lignez da zont da vezañ evel traezh ar mor na c'heller ket kontañ abalamour d'e niver bras.
2 Samuel 7:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha bremañ, AOTROU Doue, seven evit biken ar gomz ac'h eus disklêriet diwar-benn da servijer hag e di, ha gra evel ma ec'h eus lavaret. |
Koulskoude, te ac'h eus lavaret: A-dra-sur e vin mat ez keñver hag e lakain da lignez da zont da vezañ evel traezh ar mor na c'heller ket kontañ abalamour d'e niver bras.
Sartaet ec'h eus da bobl Israel evit bezañ da bobl da viken, ha te, AOTROU, te a zo deuet o Doue.
Ra vo meuraet da anv da viken, ra vo lavaret: AOTROU an armeoù eo Doue Israel! Ha ra vo ti David da servijer startaet dirazout!
hag evit ma seveno an AOTROU ar gomz en deus disklêriet din o lavarout: Ma laka da vibien evezh d'o hent, evit kerzhout dirazon er wirionez, a-greiz o holl galon hag o holl ene, ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad azezet war dron Israel.
Ha bremañ, Doue Israel, ra vo peurc'hraet ar gomz ac'h eus disklêriet da'z servijer Zavid va zad.
Ha bremañ, AOTROU Doue Israel, ra vo peurc'hraet ar gomz ac'h eus disklêriet da Zavid da servijer.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: C'hoazh en em lezin kaout truez ouzh ti Israel, evit ober kement-mañ dezho: Kreskiñ a rin an dud evel un tropell.
Elkana he gwaz a lavaras dezhi: Gra ar pezh a gavez mat, chom ken na'z po e zizonet. Ra seveno an AOTROU e gomz! Evel-se ar wreg a chomas hag a vagas he mab ken n'he doe e zizonet.